Armel Herrieu (1927-2017)

JPEG - 375.5 ko

Armel Herrieu en e vlez àrn-ugent, é vragal get Kelc’h Keltiek Gwened, e miz Eost 1948, e Kiberen (Dielloù Armel Herrieu).

D’ar Lun 12 a viz Mezheven e oa tolpet an dud e-barzh Iliz Intron Varia ar Baradoez, en Henbont, evit saludiñ, ur wezh diwezhañ, Armel Herrieu, tremenet d’ar Merc’her 7, da un eur vintin. An diwezhañ a vugale Loeiz Herrieu ha Loeiza ar Meliner e oa, aet e c’hoar Elen, hag holl e vreuder en e raok.
Tud kar ha mignoned a oa en-dro dezhañ, kanet e oa bet "Kenavo deoc’h, gwir Vretoned" en iliz, ha sonet ha kanet ar Vro Gozh, doc’h sav an oferenn-gañv, pa oa e arched é tonet er-maez. Setu aet an den azoc’homp, goude un hirik a gleñved en doa eñ dalc’het a-c’houde 2010. Abaoe ur pemzek vlez bennak ne veze ket mui gwelet divat, goude bout bet ken oberiant àr dachenn ar brezhoneg hag ar sevenadur. Un dra vat eo enta gober un dremmsell àr e vuhez.

Ganet e oa Armel d’an 22 a viz Eost 1927. E-barzh Dihunamb miz Gwengolo, e oa bet bannet :
"Gwenael, Herve, Elen-Nenneg, Gweltaz ha Meriadeg Herrieu a gas deoc’h an doare a c’hanedigezh o breurig bihan hag a zo roet dezhañ, deiz e vadeziant, anv Sant Armel."
Ne ray ket studioù hir. Lâret a rae alies e plije dezhañ just kenkoulz gober skol ar louarn. Nend eo ket evit kement-se e oa ur fall da zeskiñ.

JPEG - 187.2 ko

Kemenn ganedigezh Armel Herrieu, Dihunamb 195, Gwengolo 1927, p. 344 (Dielloù DD.)

E 1949 e kemer da bried Marie-Louise Guillo, hag e tay dezhe pevar a vugale : Gwenola e 1950, Alain e 1952, Goulven e 1953 ha Tugdual e 1954.
Er blez 1949 e labour en ur vleutaerezh, àr-un-dro get e vreur Gwenael. E 1954 e kav ur post er C’hoop en Oriant. Ar Stalioù Coop, en amzer-se, a oa un dra bennak, hag ar sez, en Oriant, ur pikol savadur. Plijout a rae da Armel travellat, labourat get e zaouarn. E 1961 en doa lakaet e anv en FPA en Oriant, evit tremen ur CAP tredanerezh :
"Daet e oa kentañ ag e vlezad, ha eñ an hani koshañ ag an deskarded a oa eno : ne oa ket hanter fier get kement-se !" eme Gwenola.
Ar braz ag e amzer a dremeno goude, betek 1985, èl karget a stummadur, evit ar labourizion-douar yaouank, er Gambr a Genwerzh ha Greanterezh, hag adal 1969, èl merour an Institut Consulaire, ur skourr ag ar CCI. Ober a rae àr-dro sez an Oriant, hag ar skourroù arall ag ar Morbihan : An Alre, Gwened, Pondi, Ploermel. Un amzer bennak en doa bet zoken kargoù betek ar Mayenne.

Kentañ din bout gwelet Armel Herrieu a oa da geñver Kan-ar-Bobl, e palez ar Gouelioù, en Oriant, e penn-kentañ ar blezioù dek ha tri-ugent, àr-dro 1973 moarhat, ha dalc’het em eus soñj mat ag e vouezh kreñv a pa grape àr ar leurenn, evit kinnig, e brezhoneg, ar ganerion pe ar sonerion a oa da dremen. Setu aze ul labour spletus en doa kaset, àr-un-dro get tud arall èl Polig Monjarret, betek 1992. Goude e oa aet ar Gouel da Bondi. Armel a oa "bouezh brezhonek" Kan-ar-Bobl an Oriant.
Graet en doa ivez àr-dro Celtavison Kyllarney, un doare Kenstrivadeg Eurovision evit kanerion ha sonerion ar broioù kelt. Sikouret en doa da sevel ur strollad anvet Kyaldan. Ur pezh a anv keltiek ? Tamm : savet e oa bet diàr anvioù-bihan ar re a gane e-barzh, bugale ar familh Samson : Kristin, Yannick, Alain ha Danièle. Evite en doa savet Armel ur sonenn : "Breizh".

Dre ma oa e penn an Institut Consulaire e tigore dor an ensavadur, a-vat, d’ar c’hevredigezhioù a laboure evit ar brezhoneg. Unan a oa bet savet getañ ha tud arall evel Job Jaffré : KBB : Kelc’h ar Brezhoneg Bev : kentelioù brezhoneg a veze graet gete, ha prezegennoù ur wezh an amzer, bepred diàr danvez Breizh. Armel en doa graet ur pezh hani, e 1979, da geñver kantvlezad ganedigezh Loeiz Herrieu. Ur yoc’h diapoioù en doa bannet deomp, èl ma oa ar mod en amzer-se. Diàr al labour-se, krennet a-galz, e vo savet diwezhatoc’h un diskouezadeg, dek panell enni, hag a zo bet gwelet get ur bern tud.
E-pad kentelioù brezhoneg KBB e veze kanet, en doa skrivet Job Jaffré ur wezh el Liberté du Morbihan, ha diàr ar c’hanerezh-se e vehe bet savet ar laz-kanal anavet mat bremañ er vro : Kanerion an Oriant.
En Institut e oa bet graet stajoù hañv ivez, da goulz ar Festival, stajoù renet get Kevrenn brezhonek Roazhon 2, Per Denez da benn anezhe.

Ul lodenn vat arall ag e vuhez e oa ar Gouelioù Etrekeltiek. Armel Herrieu a oa bet e-mesk an diazezerion anezhe, get Polig Monjarret, Pierrot Guergadic, Maryse Samson ha tud arall c’hoazh. Sekretour meur ar Gouelioù e oa bet e-pad un dek vlez bennak, a-hed ar blezioù dek ha-tri-ugent, ul labour a-vat, kaset en tu ’rall d’e vicher-eñ, ha reve e verc’h Gwenola e yae ur bochad ag e amzer gete. Met e blijadur e oa ivez. Brezhonekaat ar Festival a faote dezhañ… un hunvre kaer.

JPEG - 588.1 ko

Get Pierrot Guergadic, àr-dro 1975 (Dielloù Armel Herrieu).

E 1977, adal ma oa bet komz a sevel ur skol Diwan en Oriant, e oa daet Armel da labourat get ar "c’huzul-skoazell", èl ma veze lâret, ennañ tud a bep sort, yaouank ha mennet-start evit lod, koshoc’h hag arroutet evit lod arall èl Armel. Anavout a rae ur bochad tud, pezh a c’helle sikour meur a wezh….
Kendalc’het en doa da zaremprediñ ar skol, ha goulennet e oa bet getañ donet d’ober an tad-Nedeleg. Asantet en doa get plijadur. Soñj am eus ag ur wezh ma oa daet èl-se d’ar skol, en amzer ma oamp e Keriadoù, e 1994. A pa oa daet e-barzh ar sal, he doa e verc’h-vihan Gwenan sellet pervezh doc’h e votoù ha lâret :
"An tad-Nedeleg a zo getañ ar memes botoù èl re Pim-Pim !" Setu-eñ diguzhet.
"A pa’m boa, oc’hpenn kement-se, gwelet e zaouarn, a-benn eno e oan sur e oa ma zad-kozh," eme Gwenan din tri blez àrn-ugent goude.
"Pim-Pim" a veze graet anezhañ get tud e familh, hag al lesanv-se a zo bet merchet zoken àr ar pennadig a gemenne deomp e varv e-barzh ar gazetenn.
A pa oa bet savet Skolaj ar Morbihan, ne oa ket prest ar savadurioù e Gwened, setu ma oa bet staliet ar skolaj e kreizenn Amzer Nevez Plañvour evit ar blez kentañ. Un nebeud filajoù a oa bet graet get ar skolajidi. Daet e oa Armel da gontiñ sorbiennoù fentus (hag a lakae àr gein e vreur Meriadeg, kement ha gober !). Ur blijadur e oa dezhañ gwelet ar yaouankiz-se é ober get hor yezh.
Hag evel-just, pa oa bet roet anv e dad da skol an Oriant, e 1993, e oa bet laouen-bras a gement-se. Staliet e oa bet ur blakenn vras kizellet get Chantal ha Didier Le Hen, gweraourion arzel en Oriant, skrivet àrnezhi komzoù Loeiz Herrieu.
"Ar c’hentañ labour d’ober a zo enta gober skol brezhonek." Dizoloet e oa bet, deiz an digorlidoù, get Jean-Yves Le Drian, maer an Oriant en amzer-se, hag graet en doa Armel un tammig prezegenn diàr-benn labour e dad. Un devezh ag an dibab e oa bet hennezh evitañ hag evidomp-ni holl. Pec’hed eo ne vez ket mui kredet lâret, hiriv an deiz, he deus skol an Oriant un anv dezhi….

JPEG - 833.3 ko

Plakenn gizellet Skol Diwan Loeiz Herrieu an Oriant, staliet e 1993. (Skeudenn Hubert Thouvenin, Dielloù DD).

Un dachenn-stourm arall a oa oberiant àrnezhi : adsevel ar c’han brezhonek en ilizoù. Bec’h a lakae d’ober brud evit an oferennoù e-brezhoneg, pa veze anezhe.
"Monet a raemp, ma zad ha me, da lakaat skritelloù e pep lec’h dre ar c’hornad, pa veze un oferenn e brezhoneg el lec’h-mañ-lec’h," eme Gwenola, "Monet a raemp da welet ar veleion, evit klask o lakaat a-du genomp." E Kergornet, er Yestell, e oa bet unan ag ar re gentañ, àr-dro 1970. Beleg ar barrez en doa lâret dezhe e vehe bet trawalc’h get ar chapelig vihan-se. Arru deiz an oferenn, e oa lan-barr ar chapel, ha tud er-maez !
Ur chapel arall a oa tomm d’e galon : hani Sant-Klemañs e Bubri. Monet a rae d’ar Sadorn, pa gave amzer, da sekour he adsevel. Moarhat dre m’en doa bet tro d’ober anaoudegezh, e gouelioù ar vro, get tud a-zoc’h du-se, brezhonegerion ha difennerion hor sevenadur ivez, evel Loeiz Bevan, Pier an Nignol…

JPEG - 547.3 ko

Armel Herrieu é tigor e brofoù, deiz e leve, e 1985 (Dielloù Armel Herrieu).

N’en deus ket skrivet Armel Herrieu kalz a dra, met un nebeud pennadoù, sinet Arz Mael, en deus lezet deomp er gazetenn An Doéré, pennadoù fentus kentoc’h, èl ma oa an den [1].
Ret eo lâret en doa Armel Herrieu desket lenn brezhoneg en e–unan, e fin ar blezioù tri-ugent : lenn a rae Dihunamb a vouezh uhel evit gellet kompren ar gerioù a wele e zaoulagad. Ne oa ket bet "skoliet" get an tad, èl ma oa bet e c’hoar Elen. Dihunamb en doa lennet hag adlennet ha peurlennet ha lan eo e zastumadenn a fichennoù dornskrivet gennet er pajennoù anezhi. Daet e oa da benn ag e daol, ha skriv da vat en doa desket kenkoulz arall adal ar blezioù-se ivez.
Ha skriviñ mat a rae, gouiet a rae ivez gober doc’h an dud ivez : d’unan bennak hag a glemme c’hwerv ne veze ket graet trawalc’h get ar brezhoneg e Kan-ar-Bobl e kloze e respont hir, peder fajennad, get ar gerioù-mañ :
"Mar ho peus an tu, un deiz bennak, dait enta da’m gwelet da’m zi. Evel-se e c’hellahomp komz a Gan-ar-Bobl, hag ivez ag ho kounnar. Krediñ a ran-me nend eus ket tu d’en em chifiñ.
A wir galon
Armel Henrio
 [2]"
Ur wezh oc’hpenn e veze tamallet unan hag a laboure. Ar re na raont netra, int, ne vênt ket taget gwezh ebet get ar glemmerion ! Gwir eo e vez lâret "Kant mersi ne vagont ket ur c’hi", met, ur wezh an amzer, un "trugarez" a zegas levenez.
Kollet hon eus ur breizhad hag ur brezhonegour a galon, ha kalonek.
"Ma spered breizhat, dalc’hmat em eus eñ gouarnet, gober mod arall a vehe bout treitour." En doa-eñ lâret d’ur gazetennerez daet d’en atersiñ [3] .
Ho trugarekaat enta Armel evit ar labour kaset da benn. Da ma soñj e vo ali genin holl izili Emglev Bro an Oriant.

Daniel Doujet, 22 a viz Mezheven 2017

(Trugarez vras da Wenola, e verc’h, bout ma degemeret evit komz diàr-benn he zad, ha bout prestet din skeudennoù diàr dielloù Armel).

PDF - 443.9 ko

Ur pennad diàr e benn embannet get La Liberté du Morbihan, d’ar 7 a viz Du 1993 (Dielloù DD).

[1Ur gwalldaol An Doéré 9, Gouere 1983 ha Doéré 11, Kerzu 1983 ; Riotaj ! An Doéré 34, Meurzh 1990 ; Sellit e men lakaat ho troad ! An Doéré 42, Genver 1992.

[2Lizher kaset d’an 3 a viz Ebrel 1987 (Dielloù DD), lakaet e peurunvan genomp. Henrio eo a veze sinet getañ, an daou stumm Armel Herrieu pe Armel Henrio a veze klevet get an dud pa veze komzet anezhañ.

[3"L’esprit Breton" atersadenn Armel Herrieu get Béatrice Griesinger (La Liberté du Morbihan, 07/10/1993).

DeiziataerTous les événements

Navigation