2017 - Barroù Mae / Les branches de mai (3/4)

Barroù Mae (3/4)

Goude bout lennet ar pezh o doa daou Wenedour da lâret deomp diàr-benn kustum ar barroù Mae, setu ur pennad arall embannet àr ar gazetenn Bleun-Brug, niverenn 70, miz Ebrel 1954. Sinet e oa Gaid Koadou, ha setu-ni e Kerne bremañ, e Lokronan, met bepred get hor barroù Mae…. Hag èl ma weloc’h "kant bro, kant giz"… Gwelet a raoc’h ivez penaos en em gaver a-benn ar fin get ilorzenn Gouel Yehann !
Les branches de mai (3/4)

Après avoir lu ce que deux Vannetais avaient à nous dire sur les traditions des branches de mai, voici un autre article publié dans la revue Bleun-Brug, numéro 70, d’avril 1954. Il était signé Gaid Koadou, et nous voilà en Pays Cornouaillais maintenant ; à Locronan, mais toujours avec nos branches de mai…. Et comme vous le verrez "cent pays, cent traditions". Vous verrez aussi comment on se retrouve finalement près du feu de joie de la Saint-Jean !
JPEG - 58.1 ko
Ur wezenn Vae plantet àr blasenn Lokronan
L’arbre de mai planté au cœur de Locronan
©Ouest-France 02/05/2013
Ur c’hiz kozh : gwezenn Vae

"Ur c’hiz eo houmañ hag a gaver bev c’hoazh e parrez Lokronan-Kerne. Abaoe mil bell ’zo emañ eno ar c’hiz-se.
Ar re a dremen dre Lokronan etre ar Sul kentañ a viz Mae ha gouel Sant-Yann, a chom souezhet o welet eno e-kreiz ar blasenn ur pezh gwezenn ha n’edo ket a-raok.
Hag e c’houlennont evel-just, penaos ha perak emañ eno ar wezenn-se ha na seblant ket kaout gwrizioù.
Respontet ’vez dezho kement-mañ :

Gwezenn Vae a vez plantet war blasenn Lokronan, en noz etre ar Sadorn hag ar Sul kentañ a viz Mae.
Ar baotred yaouank o deus ugent vloaz er bloaz eo a rank ober al labour-se.
Kentañ ’reont, er sizhun a-raok eo mont da zibab ar wezenn war ar maez, ha d’he frenañ digant ar perc’henn. Kerkent hag ar Gwener e vez graet un toull war ar blasenn da resev troad ar wezenn.

Met ar wezenn, n’eus forzh pegen bras e ve, ne vo lakaet en he flas nemet, en noz, d’ar Sadorn, ha ne dle ket bezañ gwelet gant den nemet d’ar Sul vintin. Didrouz ha buan e tle bezañ graet al labour gant ar baotred yaouank hepken.
E-pad an noz, ar baotred yaouank-mañ a lamo digant ar wezenn un toulladig mat eus ar skourroù glas. Pep hini neuze a yelo da lakaat ur bod anezho ouzh prenestr e vuiañ-karet, hep lavaret netra da houmañ, evel-just.
D’ar Sul vintin, a-raok ma tarzho ar gouloù-deiz, kentañ preder pep plac’h yaouank a vo ober ur sell ouzh he frenestr, Mard eus outañ ur skourr glas, ur merk eo he deus ur c’haredig. Kerkent e tle lemel kuit ar bod, rak arabat eo e ve gwelet gant den ebet.
Darn all eus ar bodoù a vo lakaet da gaeraat ar puñs.

An holl vodoù a chomo ouzh ar c’hef a vo lakaet d’ober tantad Sant Yann, d’ar 24 a viz Mezheven. Ar c’hef e-unan a vo gwerzhet, diouzh an noz, d’an hani a ginnigo ar priz uhelañ. Mard eo ur wezenn faou, peurvuiañ e vez prenet gant ur botaouer-koad."

(Da genderc’hel)

Kinniget get Daniel Doujet, Ebrel 2017
Une vieille tradition : l’arbre de mai

"C’est une tradition toujours vivante dans la paroisse de Locronan en Cornouaille. Elle y existe depuis des temps immémoriaux.
Ceux qui passent par Locronan entre le premier dimanche de mai et la fête de la Saint-Jean, sont étonnés d’y voir, sur la place, un grand arbre qui n’y était pas auparavant.
Et ils demandent bien entendu, comment et pourquoi cet arbre est là, alors qu’il ne parait pas avoir de racines.
On leur répond ceci :


L’arbre de mai est planté sur la place de Locronan, dans la nuit du samedi au premier dimanche de mai.
Ce sont les jeunes hommes qui ont vingt ans dans l’année qui doivent se charger de cette tâche.
La première chose qu’ils font, la semaine d’avant, c’est d’aller choisir un arbre à la campagne ; et de l’acheter à son propriétaire. Dès le vendredi on creuse un trou sur la place pour recevoir le pied de l’arbre.


Mais l’arbre, même s’il est très grand, ne sera mis en place que la nuit, le samedi, et il ne doit être vu par personne avant le dimanche matin. Les jeunes gens doivent donc travailler vite et silencieusement, et eux seuls.
Pendant la nuit, ces jeunes gens prélèveront de l’arbre quelques branches bien vertes. Chacun ira alors en déposer un bouquet à la fenêtre de sa dulcinée, sans rien lui en dire, bien entendu.
Le dimanche matin, dès l’aurore, la première préoccupation de chaque jeune fille sera d’aller jeter un œil à sa fenêtre. Si elle y trouve une branche verte, c’est qu’elle a un amoureux. Aussitôt elle doit enlever celle-ci, afin que nul ne puisse la voir.
D’autres rameaux seront mis en décoration du puits.


Toutes les branches qui restent sur le tronc serviront à alimenter le feu de joie de la Saint-Jean. Le tronc proprement dit sera vendu, cette nuit-là, au plus offrant. Si c’est un tronc de hêtre, la plupart du temps il est acheté par un sabotier."

(À suivre)

Présenté par Daniel Doujet, avril 2017

DeiziataerTous les événements

Navigation