2017 - Kronikenn 9/9 - An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717)

Un destenn gozik dianav skrivet get Yann-Ber Kalloc’h :

An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) - 9/9
(La Croix de l’Île de Groix 295, 01/08/1909)

JPEG - 710 ko

« Kallouh Pras » àr dreuzoù e di e Groe (diàr Ar en Deulin, emb. Dihunamb, 1935, dielloù DD)

(Kendalc’h)
Goût a raomp penaos ne baee ket Groeiz an taosoù. A-gaoz d’o faourentez, ha rak ma oa gozik holl ar wazed er servij, ar Roue, da heul get Duked Breizh, a zaskore dezhe ar frankiz-se. N’o doa ’met reneveziñ ar paperioù-frankiz pep nav blez. Er blez 1711 e arrue ar c’houlz. Che ’ta ar person ha kas goulenn Groeiz da Bariz, get ul lizher graet dezhañ, èl ma oant akourset d’ober. Ya ! mes chañchet e oa bet penn d’ar vazh e Pariz a-c’houde ur blez. Pontchartrain a oa marv e 1710, hag e gendalc’her, Nicolas Desmarets, ne oare ket c’hoazh mat an tu da respont da lizherioù an dud onest. Ur ger damc’hwerv a gasas enta d’ar paourkaezh aotrou Uzel : "Ne ’m eus netra da lâret deoc’h ’met : n’hoc’h eus ket d’en em velliñ a daosoù ar Roue. An dra-se n’ho sell ket…" Tap ! red àr ma lerc’h, bremañ !

Diskoiñ a ra e "redas an aotrou Uzel àr e lerc’h", peogwir ar wezh-mañ èl ar re ’rall Groeiz ne baeas [1] ket an taosoù.
Amañ e achu an doareioù am eus gellet dastum àr an aotrou Uzel. Chomel a raas c’hoazh 6 vlez e penn parrez Sant-Tudi, betek miz Gwenholo pe miz Hendroal [2] 1717. Àr-dro ar c’houlz-se e varvas, d’an oad a nav blez ha hanter-c’hant.
Groeiz, aes eo goût, o deus bet keuz hag o deus leñvet forzh d’o ferson, sort karet e oa-eñ gete [3]. Ha ne oa ’met deleet dezhe er c’hariñ, en doujiñ, rak hennezh a zo bet e gwirionez en o mesk, hag e-kreiz trebilhoù gwashañ hor bro, ar Bugul mat.

Kallouh-Pras [4]

Goude-skrid
1 An aotrou Uzel a oa ganet e Pleheneg. Beleget e Gwened, donet a raas d’ar gêr goude, hag eno e chomas betek e anvadenn èl person e Groe, Ne oaromp ket na pezh deiz e varvas, nag e men emañ bet douaret, rak eurioùer [5] interamant 1715, 1716 ha 1717 a zo kollet gwerso.
2 Er blez 1696, an Anglezed a zouaras e Porzh-Tudi. Tri beleg o doa kemeret ha kaset gete d’o lestri ; aes eo goût, beleion a vanati Sant-Gouziern, a oa c’hoazh àr-sav er prantad-se, etre Lokmaria ha Krohet.
3 Nend eo ket via Kiberen, èl m’hor beus eñ lâret, mes viag [6] ar Pouldu e tiboukas terkad ar Saozon ar 4 a viz Even 1703.

Kallouh

[1gwell e vehe : ne baeazont ket.

[2Gwenholo, Hendroal : Gwengolo, Here.

[3sort karet e oa-eñ karet gete : ken karet e oa-eñ gete.

[4Kallouh Pras : Kalloc’h Bras, met dalc’het en doa Kalloc’h da lezenn ar sandhi ! Bras e oa an den : 1,92m ma ne farian ket. E lizheroù, d’e gensorted, d’e vamm, a veze sinet getañ "Yann" hepken, ha n’eo ket Yann-Ber. Pa oa yaouank en doa kemeret da gentañ anv-skrivagnour "Penmen", goude e tibabas "Bleimor", hag el-se mañ anavet bremañ.

[5eurioù : levrioù.

[6via dirak ur gensonenn ; viag dirak ur vogalenn : dre, ( Ar via latin brezhonekaet, moarhat.)

DeiziataerTous les événements

Navigation