2017 - Kronikenn 8/9 - An Aotrou Uzel, person Groe (1695-1717)

Un destenn gozik dianav skrivet get Yann-Ber Kalloc’h :

An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) - 8/9
(La Croix de l’Île de Groix 294, 11/07/1909)

JPEG - 200.1 ko

« Surjian ar gêriadenn » taolenn diàr skol David Téniers (XVIIvet kantved)

(Kendalc’h)
"Person Groe en deus goulennet genon un davarn evit e barrez. Lârit dezhañ penaos an dra-se n’am sell ket." Setu ar pezh a skrive Pontchartrain da gomiser an Oriant.
Tavarn erbet, surjian erbet. "N’hoc’h eus ket da em glemm, a lâre Des Graviers ; bout a zo unan en enez." Gwir e oa, mes Groeiz er paee dezhañ, pas ar Gouarnamant. An aotrou René Céron, ur major achu dezhañ e servij, a oa daet dre-mañ ur blez pe daou e-raok. Hennezh eo ar c’hentañ surjian daet en hor bro da glask klañvourion hag argant. Un taol tok dezhañ, ha pasomp.

Lestri-brezel ar prantad-se a chome lies daou pe tri deiz dirak Porzh-Tudi da c’hortoz an avel da droiñ mat. Hag a p’o doa dober a zour e veze ret d’ar paour-kaezhien monet get o c’hanotoù betek an Henbont, pa ne oa feutan erbet e Groe. An aotrou de Beauregard, ofisour kastell Porzh-Loeiz, a grap en e spered, da zilost-hañv 1705, penaos get ur feutan e stank Porzh-Tudi e vehe aesoc’h-mat d’al lestri gober dour.

Eñ a skriv da Bariz : "Ni ’savo en tachad-se ur feutan vras a gaso ur riolenn mein he dour betek an aod. An alc’hwez a roimp da ouarn d’an aotrou Person…etc."
"Ur feutan, mat er-walc’h", eme Pontchartrain. "Mes ret e vehe neuze sevel ivez ur c’hastell evit he gouarn doc’h an eneberion, ha re ger e kousto an traoù." Na tavarn, na surjian, na feutan. Krafign ha poulkil, Tudi !

Moraerion Groe, lâret hon eus eñ dija, a zae un ofisour d’o dastum en enez evit o c’has da servij ar Roue àr al lestri-brezel. Ne servijent ket evit netra ; paeetoc’h e oant evit ar re a-vremañ. Mes dre hirbrezelaat da gleiz ha da zehoù, Frañs a oa daet da vout paour [1] , ha lies hor Groeiz a oa dav dezhe gortoz o blankoù. Pasianted trawalc’h [2] o doa, mes gwezhadoù èlkent e kavent hir an amzer. "Aotrou person, a huchent-int neuze, n’omp ket bet paeet ur blez pe daou vlez ’zo."

Hag ar person madelezhus, dalbezh àr-sav pa oa vad d’ober d’e barreziz, a skrive d’ar ministr evit em glemm. E 1704, e 1706, e 1711 er gwelomp é kas goulennoù sort-se. Ar prontañ ma c’helle, Pontchartrain a responte hag a baee. Pa ne oa netra e yalc’h ar gouarnamant, respont a rae ur sort, ha eñ a gemenne d’e gomisered : "Kentizh m’ho po argant, c’hwi ’baeo Groeiz e-raok ar re all." Atav e oant mat d’un dra bennak, c’hwi ’wel, lizherioù an aotrou Uzel.

(Da genderc’hel)

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2017

[1Pell ha hir en doa padet brezel Hêrezh Spagn, etre 1701 ha 1714, met abaoe 1667 e oa bet armeoù Frañs é kas brezelioù àr meur a dalbenn, ur rivin evit ar vro…

[2pasianted trawalc’h : pasianted a-walc’h.

DeiziataerTous les événements

Navigation