2017 - Kronikenn 7/9 - An Aotrou Uzel, person Groe (1695-1717)
Un destenn gozik dianav skrivet get Yann-Ber Kalloc’h :
An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) - 7/9
(La Croix de l’Île de Groix 291, 04/04/1909)
Ur person hag e barrezianiz (diàr « Une histoire de la Bretagne » skeudenn Patrice Pellerin, éditions Ouest-France 1994, dielloù DD)
(Kendalc’h)
Pontchartrain a reskondas : "Grit èl ma karahet." Ha che man Desgraviers, ur joa dezhañ gellout gober poan da berson Groe, é hastiñ fonnus teurel ar hor c’heinioù un ofisour mod ur maltout, da vout "komandant" en enez. Komandant petra, m’er goulenn genoc’h ? Herve lizherioù Desgraviers eñ-mem ne oa ket 4 gwaz er gêr ; er beskerezh e oant holl, pe er brezel. Komandant merc’hed Groe ?... Ya, mes evit bout daet mat get ar re-se emañ ret goût an tu, ma faotr, ha torchal ar beg e-arok komz. Keneg-se [1] eveshait ; mar krap ar soñj en o spered, kapabl int da lemel genoc’h ho lavreg ha d’ober chaochoù get he filhotoù !
Ne oaran ket pezh anv a veze graet ag an tadehoai-se [2] a zaas deomp a Borzh-Loeiz, na piv ’oa. Ur Gall bennak, aes eo goût. Ar pezh a oaran, emañ p’en dehe Desgraviers lakaet un tamm koad en e lec’h e vehe bet kerkoulz. Moarvat mem e vehe bet gwell, rak un tamm koad a zo mat d’ober tan, ha diskoiñ a ra penaos ar paourkaezh ofisour ne oa mat da netra, peogwir den ne ra eston anezhañ, gwashoc’h evit pa ne vehe bet biskoazh na kroueet na lakaet er bed. An aotrou Uzel a ra hag a zegas e lizherioù èl e-raok hep goulenn getañ : "Ous aze ?" ; ha Pontchartrain ivez ne ehan ket a sellet an aotrou person e-unan èl ar mestr en hor bro. Da viz Meurzh 1704 e vanner ur c’hemenn degaset getañ : "A-berzh ar Roue, kemennet eo da vestri-bagoù Groe hag an douar bras tro-ha-tro, pa zouarint en enez get diavaezerion, o c’has a-benn dirak ar person, evit ma sello hannen o gobari [3] ha ma lârint dezhañ d’ober petra emaint daet er vro." Karg an ofisour e oa an dra-se. Anat e oa aet kuit, peogwir adal ar prantad-mañ ne gavomp mui roud erbet anezhañ er paperioù kozh.
Ne gomzimp ket, re hir e vehe – a holl al lizherioù skrivet an eil d’egile get an aotrou Uzel ha Pontchartrain e-pad ar blezioù 1704 ha 1705. Unan hepken, kani an 18 a viz Eost 1704 a lârimp daou pe tri ger ag ar pezh a oa e-barzh. An aotrou Uzel, àr-lerc’h en dout pedet unan-hag-unan ar bern traoù o deus Groeiz dober anezhe evit derc’hel penn d’ar Saozon [4] mar da en-dro, a c’houlenn get ar ministr ur surjian hag… un davarn !
Man Doue ! me zo sur em eus skandalet un hanter-dousenn seurezed, en ur lâret an dra-mañ. Hastomp fonnus o c’hoñfortiñ.
Ar wezh arall e konten kement-mañ da’m c’henderv Jeb. Ha ma c’henderv Jeb en deus ma zroc’het :
"Ur person goulenn ur surjian, ouah, ouah !" eme-eñ. "En amzer-se dreist pep tra e c’helle Groeiz tapout droug get boledoù ar Saozon, ur surjian en enez ne oa ket re. Mes un davarn ? Person Groe goulenn un davarn evit e barrez ?… Goap a rez ac’hanomp, serpital ! [5] goap a rez… ’met ha troet e vehe bet sec’h àr ar person-se a zisplegez deomp e vuhez."
"Ma c’henderv Jeb," am eus reskondet, "p’ha fehe [6] karet ma lezel da achu ne vehes ket bet ken estlammet. An davarn a faote d’an aotrou Uzel a oa ur c’hantin, un dra bennak hañval doc’h tavarnoù Hedig ha Houad. Da zebriñ ha da evet o dehe kavet e-barzh, hag ar gouarnamant en dehe hi paeet èl m’en dehe paeet ar surjian. "Groeiz-holl, a lâre ar person, Groeiz-holl a zo pe martolod pe soudard hervez ar paperioù roet dezhe get ar roue Herri IV hag ar roue Loeiz XIII ; int a lakahe enta o dout ar memes frankizioù get ar soudarded. Petra ’soñjez ag an dra-se, kenderv ?"
"Serpital ! " eme Jeb, "me ’gav genon penaos hiriv, a gaver en enez tri surjian hag oc’hpenn daou-gant tavarn, person erbet ne c’houlennahe mui traoù sort-se."
(Da genderc’hel)
Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2017