2017 - Kronikenn 6/9 - An Aotrou Uzel, person Groe (1695-1717)

Un destenn gozik dianav skrivet get Yann-Ber Kalloc’h :

An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) - 6/9
(La Croix de l’Île de Groix 290, 07/03/1909)

JPEG - 1.4 Mo

Ar pezhioù kanolierezh : armoù dreist ar re ‘rall en amzer-se (diàr « Louis XIV », Lucien Bély, Jean-Paul Colbus, Ed. Ouest-France, 1990, Dielloù DD)

(Kendalc’h)
Setu perak e welomp, un devezh a viz Kalan-goañv 1703, daou aotrou é sevel hent Porzh-Tudi
E prantad an aotrou Uzel, Porzh-Tudi ne oa c’hoazh na kêr, na porzh ; ur sabeleg [1] hepken a oa eno, a zevale betegañ hon daou hent, kani Kermouel, ha kani ar Vourc’h. Da du dehoù hent ar Vourc’h, tost d’ar Grip, ur c’hozh ti ; da du kleiz hent Kermouel, un tamm kraou bichokik-tra [2] , dispennet d’ar glav ha d’ar fallamzer. Hag an hentoù-se ne oant ket ken leal èl mand int, na hed-pell ; automobile erbet, ne gav genon, n’he dehe gellet redek àrnezhe, pe e vehe bet an diaoul en he c’horf !

’Vern ket. Che ’ta hon dudjentil é tapout ar Vourc’h. Da gavout ar pispitoer eh aont, da gomz dad [3] an aotrou person. Kaset int get ar Roue da sellet pesort labour a vehe d’ober evit difenn an enez. Ar person é terc’hel mat dezhe [4] , int a ra tro Groe. Ha goude o dout studiet penn-dre-benn an aod hag an douaroù, skriv a raont o soñj d’ar Roue : lakaat pemp pe c’hwec’h kanon en tachadoù aes da zibark ; ha sevel e Kergadoret ur c’hastell ledan-ledan, mogerioù mein ha motad dezhañ, a c’hellahe Groeiz monet da guzh e-barzh get o gloestraj hag o loened, mar degouezhahe get an eneberion gellout douariñ. « An aotrou Uzel, » a lâront-int e diwezh o lizher, « hag o deus e barreziz ur garantez hag un doujañs hep par en e geñver, a gav getañ penaos ne savo ket gwall ger gober ar c’hastell-mañ, rak tud an enez a yay gete un tamm mat ag ar labour. »

Mes taripet [5] ur burzhud keizh tud ! Petra ’glevan-me ec’h ober trouz hag é fichal du-mañ e-kreiz ar c’hoadoù ?... Priñs Gemene, breudeur, priñs Gemene a zo daet betegañ brud oberoù an aotrou Uzel, hag emañ digoret en un taol e galon d’ar pezh en deus klevet. « Me ivez, » eme-eñ da dudjentil ar Roue, « me ivez a faot din gober ma lod evit difenn an enez-se ». Ha holl an dud da selaou kentizh, en ur soñjal : « An taol-mañ, sur hor bo un dra bennak a vat. » Ya, arc’hoazh ! « Me ’biaou Groe, » a gendalc’h an aotrou priñs ; « mar plij genon sevel mam biz bihan, Groeiz em lako da labourat ; mar savan ma meud, ehan a raint. Hama ! me o lez holl, evit ar wezh-mañ, da ziskrap an douar, da charreat ar mein hag ar motad èl ma karint evit mogerioù ar c’hastell a c’hoanagit [6] emañ ret gober dezhe. » Sell an ael !... N’eo ket diaes reiñ aluzonoù sort-se ; evit bout largantezus a veg, n’eo ket rekis bout priñs. Mes petra ’faot deoc’h ? An den-se ne vourre ket é foulgazhiñ [7] e vlankoù.

JPEG - 725.3 ko

Difennoù Port-Loeiz : ar wikadell (diàr « Chroniques Port-Louisiennes » H.S. n° 2, Mezheven 1998, Dielloù DD)

Trugarez-Doue, holl an dud ne oant ket ken pizh èl ar priñs Rohan Gemene. Miz Genver 1704 a gasas soñj da Loeiz XIV ha d’e vinistr a c’houlennoù an aotrou Uzel. Ar bañsion a 500 lur àr vadoù eskopti Agen ha n’en doa ar paourkaezh person biskoazh klevet komz anezhi, mes a zeleent dezhañ, neoazh, peogwir e oa sinet holl ar paperioù a-choude 1701, a zaskoront da vat an taol-mañ. Oc’hpenn, ar Roue a gemer 1000 lur àr e argant-eñ hag o roa da C’hroeiz get 500 lur blezek ar person. Gourc’hemenn a raont ivez ma vo lamet a Borzh-Loeiz evit o lakaat e Groe dek kanon, kant fuzuilhenn, plom, poultr, etc… Evit ar c’hastell e Kergadoret, kristen erbet ne gomz mui anezhañ.

Komiser Porzh-Loeiz, an aotrou Des Graviers, ne oa ket re gontant ag an donezon-mañ ; toronal a rae en ur resev a Bontchartrain gourc’hemenn kas ar c’hanonioù da C’hroe ; dija e oa bet un dael getañ ha komiser ar Roc’hell a-zivout an dra-se. Neoazh ret eo dezhañ plegiñ, ha eñ a sentas. Mes em zigoll a faote dezhañ. « Kù [8] ha me lakahe ur »gouarnour« en enez, a soñje-eñ. Èl-se ne vehen mui helc’het da sorc’hennoù he ferson. » Eñ a skriv enta d’ar ministr : « Groeiz a zo tud divalav, tud direzon, tud emañ diaes-bras gober gete. Ret eo lakaat en o bro ur »gouarnour« , un den strizh ha start hag a gaso bec’h dezhe. »

(Da genderc’hel)

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2017

[1sabeleg  : sableg, jimblenn, traezhenn.

[2bichokik-tra : bihanik-tra.

[3dad  : davet, gwelet Elmar Ternes « Grammaire structurale du breton de l’Île de Groix », p. 310 ha 313.

[4derc’hel mat : derc’hel kompagonezh, ambroug.

[5taripet  : adstumm diàr an estlamata, ret eo kompren : terruplat : taripet ur burzhud : pebezh burzhud ! Na terrupl ar burzhud !

[6goanagiñ  : soñjal, kaout spi.

[7foulgazhiñ  : dispign en un doare diboell, dismantr argant.

[8kù ha, skritur-orin. Kompren a raer : »a pa lakahen ur gouarnour« , met petra eo ar ger »kù« -se ?

DeiziataerTous les événements

Navigation