2017 - Kronikenn 5/9 - An Aotrou Uzel, person Groe (1695-1717)

Un destenn gozik dianav skrivet get Yann-Ber Kalloc’h :

An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) - 5/9
(La Croix de l’Île de Groix 289, 01/02/1909)

JPEG - 3.4 Mo

Un terkad bigi saoz, taolenn get Charles Browning (1723-1759)

(Kendalc’h)
Gwezhadoù e lârer « bout kablus-kaer », mes an amiral Rooke en em gavas kablus-kaer an devezh ma taas dezhañ goût penaos e oa ur beleg hag ur pakad merc’hed gwisket e malardez o doa hi lakaet dezhañ [1] àr aodoù Groe. Ur revrad aon en doa boutet getañ soudardezed an Aotrou Uzel ; àr ar marc’had eñ ’zaspugne bremañ ur c’horfad mezh ! Mouzhet-sec’h, chomel a raas eizhtez hep fiñval dirak ar Gêrveur, gwashoc’h evit pa vehe marmoret [2] e derkad… Ar 14, èlkent, che ma Yann é lakaat da ouel hag é tapout, herr àrezhañ, al linenn biz-ha-mervent. « Ka ’tav, ka ’tav ! » [3] a huche Groeiz. Hag e-pad mah ae ar paourkaezh Lazar da vout kemeret da zuheuilh [4] d’e genbroiz, e Bro-Saoz èl e Frañs ar bobl a-bezh a lâre ag an Aotrou Uzel « Hennezh he goar dezhi ! Hennezh a zo un den ! »

Trawalc’h eo, peogwir ’tav tud Pariz ne raent ket eston [5] da druhegezh hor bro. Goude en dout c’hoarzhet e walc’h, Loeiz XIV en doa kemennet da Bontchartrain : « C’hwi a lâro d’an Tad de la Chaise degas soñj din a berson Groe, evit ma roimp un dra bennak d’ar beleg-se ken speredet. » An Tad de la Chaise a oa kofesour Loeiz XIV. Pontchartrain a skriv dezhañ. Tra. Miz Eost a za. An Aotrou Uzel a skriv en-dro da Bontchartrain. Pontchartrain a skriv en-dro d’an Tad de la Chaise. Tra ’tav ! Kaer en doa an aotrou person kas lizher ha lizher da Borzh-Loeiz, d’an Oriant, da Vrest, da Bariz, evit goulenn armaj ha bara, den ne gleve e vouezh, ne reseve kroueañs-en-neñv [6] : pe ne dizhent, pe ne brizent ket selaou getañ.

Tamm ne golle kalon, neoazh, hor person-ni, hag atav e laboure àr e baper, en ur soñjal : « Pa vint skuizh, int a responto. » Triwec’h kanon hag ar pezh a faote evit gober àr o zro a glaske en dout get an aotrou d’Estrées, amiral gallek ar Gornog ; get komiser Porzh-Loeiz eñ a c’houlenne ma vehe bet lezet er gêr gwazed Groe evit difenn an enez ; skriv a rae da Bontchartrain :
« Truez eo deoc’h, aotrou, hon dilezel èl-se e-kreiz ar boan. Lies em eus lâret deoc’h pegen paour e oa ma farreziz ; tra n’o deus da zebriñ, ha me zo ret din o beviñ. Mar ne faota ket d’ar Roue ma varvimp holl get an naon, mil mall eo dezhañ hor sikour, rak n’eo ket get an eskenenn [7] bara a chom c’hoazh àr mester [8] ar pispitoer e c’hellimp monet gwall bell… »
Gwir a lâre an aotrou Uzel. E Pumitur [9] ha drest pep tra e Puwizi, ne veze kavet a bep tu ’met douar trihin, tier daet d’ar iaz, paourentez. Aluzon [10] e oa gwelet stad ar Groeiz. Eürus e oant a pa c’hellent o dout bemdez :

"Bara ha dour
Kaverenn ar paour" [11]

Rak merc’hed Groe ne oant ket c’hoazh er prantad-se taolet get ar c’hafe èl m’emaint bremañ : p’o doa ur blank, n’eo ket e kafe eh aent d’er lakaat, int a brene bara, ha mat a raent…
E gwirionez, ur metugn-paour [12] e oa Pontchartrain, ha tud gouarnamant Loeiz XIV, mes ne oant na kriz na digaz, ha kousiañs o doa c’hoazh, ar pezh na anaver ket mui hiriv an deiz. Dre hirkornal en o divskouarn, an aotrou Uzel a zaas da benn ag o dihun
(Da genderc’hel)

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2017

[1o doa hi lakaet dezhañ  : o doa eñ tapet, lorbet, luet.

[2marmoret  : notenn get Yann-Ber Kalloc’h en e « garned » (gwelet Hor Yezh 257, Meurzh 2009) : « marmoret : échoué jusqu’à la prochaine marée égale à celle qui a mené le bateau où il est. »

[3ka ’tav ! : kae atav !

[4kemer da zuheuilh : ober goap ag unan bennak.

[5ober eston : ober man, ober van, en em soursial.

[6kroueañs-en-neñv  : netra (kroueet) er bed : netra ebet.

[7eskenenn (SO : ichenen) : tamm bihan-bihan.

[8mester  : plankenn-bara.

[9Puwizi ha Pumitur a zo div lodenn ag an enezenn, an hani gentañ, pinvidikoc’h evit an all. Evit gouiet pelloc’h lenn Hor Yezh 267 ha 271, a-zivout dornskrid ur beleg arall a C’hroe, Marc Lelivec (1825). Èl ma kane Bleimor en ur sonenn savet getañ : « Puwizi, Pumitur, Ho merc’hed ’goll ar stur ».

[10aluzon  : kompren amañ : un druez.

[11kaverenn  : predig bihan. Da dostaat doc’h adverenn, un istumm eo moarhat.

[12metugn-paour : DBFVsup (Supplément au dictionnaire breton de Vannes) a ro, p. 49b : « metugn (Gr.), lent, lambin » ha neuze e c’hellahed kompren marse « difonn-truek » ?. Ma oui unan bennak penn d’ar ger-se, plijet getañ kas ur gerig deomp en Emglev, ha trugarez en a-raok !

DeiziataerTous les événements

Navigation