2017 - Kronikenn 4/9 - An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717)

Un destenn gozik dianav skrivet get Yann-Ber Kalloc’h :

An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) - 4/9
(La Croix de l’Île de Groix 288, 03/01/1909)

JPEG - 2.1 Mo

Soudarded gall ag an amzer-se (diàr Liliane ha Fred Funcken : « L’uniforme et les armes des soldats de la guerre en dentelles », Casterman, 1975, dielloù DD)

(Kendalc’h)
Falloc’h-fall neoazh e kerzhe an traoù get ar brezel. En douar, an eneberion a drec’he àrnomp e pep tachad ; àr ar mor, Duguay-Trouin hag e gorserien a lakae c’hwen e chaochoù ar Saozon, mes ar pezh a c’hellent ne oa ket kalz a dra. Ha blaz an Anglez a glevent en-dro àr aodoù an Arvor, é klask an tu da c’hoari un dro-kamm bennak. Piv en dehe miret getañ ? Frañs n’he doa ket mui soudarded.

En un taol, hañval doc’h un tarzh-gurun, ar 4 a viz Even 1703, un doare spontus a red a Benevro da Benemen : gwelet a zo bet, tostik-tra d’ar Gêrveur, un terkad lestri saoz… Che kollet o stur da C’hroeiz ! Ne oaront mui pezh penn a ya dezhe e-raok. A-vern a hast fonnus dastum o zraoù, evit monet da guzh d’an douar-bras [1] ; lod arall em lak da leñv forzh : « Eh aomp da vout lazhet, losket, brehinet ! » [2] En e-unan, an aotrou Uzel ne sponta ket : ur penn Breton en doa, ar person-se ! Eñ a dolp àr-dro dezhañ merc’hed Groe, hag a zistag dezhe ur prezeg berr ha rust. « Mezhus eo, merc’hed Groe, dilezel èl-se ar vro hep ho pout esaeet gober an disterañ tra evit he difenn. Mar hoc’h eus un tammig kalon, me ho ped, chomit ! ha selaouit. C’hwi ’peus kotilhonennoù ruz ha glas : gwisket hè [3] . An neb en deus div a roay unan d’an hani n’en deus nikun. C’hwi ’peus ferc’her, trañchoù, kreger [4] : lakait hè àr ho skoaz, servij a raint deoc’h a fuzuilhenn. C’hwi ’peus roñsed : pignit àr o c’heinioù. Mar nend int ket trawalc’h, pignit àr gein ar saout. Ha daomp holl àr an aod, en tachadoù uhelañ, evit bout anat. An Anglez hor gwelo a-bell ; eñ a gredo eh eus ur bern soudarded en enez, ha mont a ray kuit hep un tenn. Doue a vo genomp ! »

JPEG - 378.9 ko

Soudarded saoz ag an amzer-se (diàr Liliane ha Fred Funcken, Casterman, 1975, dielloù DD)

En amzer-se kerkoulz èl e honnen, merc’hed Groe a oa kalonek, ha kariñ a raent o ferson. Int a selaou enta getañ. An nozvezh a-bezh e chomont àr-sav, evit em lakaat pare da zegemer ar Saozon.
An tronoz vintin, an aod a zo goloet a verc’hed, lod àr o loened, lod àr droad, dilhad ruz ha glas gete-holl. Ne chomont ket pell é c’hortoz. Mintin-mat, che pevar lestr é tonet du-mañ via Kiberen, ar pabilhon saoz e blein o gwern é fruilhal get an avel gouziz [5] . An amiral Rooke [6] a zo gete. Fonnus e taont, rak hatoup [7] int. Neoazh, èl ne anavont ket mat karregi Groe ne gredont ket em lakaat re dost, hag int a daol an eor e kreiz-kourew. O c’hanotoù a lakaont àr zour, armaj ha soudarded e-barzh, ha tap da bouroeñv [8].
Àr an aod, an aotrou Uzel a spia. « Dalc’homp mat, broiz, eme-eñ. Daet eo an eur da goll pe da c’hounit. Em lakait àr ziv pe teir risenn, ha baleit goustad e ribl an aod. – Dar [9] an tu kleiz, kerzh ! » Hag un trouz a glever kentizh, trouz botoù 600 merc’h é kerzhet àr al lann. Unan, daou ! unan, daou ! unan, daou !...

Ar barkoù saoz a dostae atav.
Àr-lerc’h nav pe zek taol roeñv : « Heskenn, » [10] a yud an amiral, « heskenn ! Petra diaoul a welan-me du-mañ ? Oc’hpenn 1000 soudard a zo àr an aod, me ’lâr ! » An Anglezed a ehan, sorset-mik, hag a chom o begoù digor pa sellont get an aod. Ur bern traoù glas ha ruz a welont é voujal àr vordenn ar mor, èl un arme. Fuzuilhennoù un tammig drol o deus, mes nend eus ket da lâret, ne fariont ket soudarded int ! « Ar varenn oleant ! [11] eme an amiral. Ar vro-mañ a zo gouarnet mat, nend eus netra d’ober e-barzh. Daomp en-dro d’hon lestri, ha da ouel ! » Un hantereur goude, pevar lestr an amiral Rooke a oa é lovedal, é klask tapout ar Gêrveur e-raok an noz…"

JPEG - 32.9 ko

An amiral saoz Georges « heskenn ! » Rooke, Canterbury 1650-1709 (diàr ar Rouedad)

Piv a lâro levenez ar Groeiz, hag o grad-vat evit an aotrou Uzel ?... Hannen neoazh ne goll ket e amzer. « Ret eo ma oaro ar Roue ar pezh en deus graet merc’hed Groe » a soñj-eñ, ha kentizh e skriv da Bontchartrain. Ken estlammet eo ar ministr ma ne venn ket kredout an taol kentañ ar pezh a zo àr al lizher. Eñ a c’houlenn get komisered Porzh-Loeiz hag an Oriant : « Lârit din mard eo gwir an traoù en deus skrivet din person Groe ha penaos un den eo ar person-se, mard eo desket, mard eo karet er barrez, etc. » Ar gomisered a respont : Ya.
Pontchartrain neuze a ya da gavout ar Roue, hag a ziskoa dezhañ al lizherioù en doa bet a-zivout an dra-se. Ar Roue a lâras : « An aotrou Uzel a zo un den a spered, hag an amiral Rooke un azen. » Hag ar Roue a c’hoarzhas.

(Da genderc’hel)

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2017

[1an douar-bras : ar c’hevandir, gg : le continent.

[2brehinet  : brizilhonet, drailhet, lakaet a-dammoù.

[3gwiskit hè : gwiskit int, gwiskit anezhe.

[4kreger  : liester krog, ur benveg.

[5avel gouziz : avel ag ar c’hreisteiz, mervent pe gev

[6Sir George Rooke, amiral Saoz (Canterbury, 1650-1709).

[7hatoup  : avel a-du, karg ar gouelioù.

[8Ha tap da bouroeñv : Hag em lakaat da bouleñvat : gg : godiller.

[9dar  : groaieg evit dre.

[10heskenn  : kompren a raer ster ar ger,« paouez da roeñvat », met talvout a rahe ar boan klask penn dezhañ, ha kaout, dreist-holl, skouerioù arall. Mard eo anavet, en implij-se, get ul lennour e ouiahemp grad-vat dezhañ kas un notennig d’Emglev.

[11oleant  : dindan an avel.

DeiziataerTous les événements

Navigation