2017 - Kronikenn 3/9 - An Aotrou Uzel, person Groe (1695-1717)

Un destenn gozik dianav skrivet get Yann-Ber Kalloc’h :

An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) - 3/9
(La Croix de l’Île de Groix 286, 08/11/1908)

JPEG - 3.3 Mo

« An Aotrou De Pontchartrain »

(Kendalc’h)
Ne oamp ket c’hoazh dilezet a-grenn, er blez 1697, get an aotrou priñs Gemene. A-berzh ar roue a Frañs, eñ a gase ur c’habiten hag un dousenniad soudarded da ouarn ar vro, just a pa ne oa mui dober erbet anezhe.
Ar c’hentañ kabiten, Du Fer e anv, (un den a noblañs, mar plij !) a hollgare [1] al lagout. Bemdez kazimant e veze kavet mezv-dall, hag é klask trouz get unan bennak. ’Benn ar fin e klañvaas, (get e gorfadoù, aes er-walc’h eo goût.). An eil, anvet Morière, a oa ul laer ! Kemer a rae marc’hadourezh e dele, ha biskoazh ne baee. An drived a zaas c’hoazh a Borzh-Loeiz : ul lachehoer [2] e oa hannen. Ha debad neuze gete o-zri piv en dehe ar gwellañ graet ar galaheul [3] da C’hroeiz. Ret e oa d’hon tud paour labourat en douar, labourat àr ar mor, ha derc’hel deiz ha noz teir pe peder bag pare-kaer e Porzh-Tudi, get aon ’raok plijet en dehe d’an dudjentil monet d’ober un dro-bale er C’hourew. Ar vro a-bezh he doa hiraezh dezhe da vonet kuit, rak kristen erbet ne helle mui harz, sort ur vuhez a oa gete. Emberr, ul lizher daet a C’hroe a c’houlenn get ar ministr o fellaat, ha che mad int kaset kuit. Ne oaromp ket e gwirionez piv a raas al lizher, mes èl m’en deus an aotrou Uzel skrivet holl ar re all, ni a c’hell lâret hep aon a fari penaos emañ eñ en deus c’hoazh dilamet ar vro a zaouarn ar c’hozh tud-mañ.
E-pad ma rae Rohan hag e dud o jamploù [4] , stad ar Groeiz ne ziskoe ket tamm monet àr wellaat. Ar wazed a gasent atav de servij ar Roue àr al lestri-brezel ; an ibezig [5] a chome e Groe a yae da besketa sardin da 6 pe 8 lev er-maez. Hag ar merc’hed a oa evit gober àr-dro an douar. Mes diskalonet e oant, ar c’hristenezed paour, n’o doa c’hoant da dra : an ervi a chome trihin [6] , an tier dismantret, hag ar baourentez rouanez er vro.
Eh omp e Gourhelen 1701. An aotrou Uzel a skriv arre d’ar ministr Pontchartrain [7] , evit degas soñj dezhañ a C’hroeiz. Pontchartrain a c’hourc’hemenn kentizh d’an aotrou Frañsez Mascaron, eskob Agen, paeiñ àr vadoù e eskopti ur bañsion a 500 lur da berson Groe. Da Ouel Maria-Kreiz-Eost, eskob Agen a respont : « Mat an traoù. Me ’lâro d’an aotrou Genouil, marc’hadour e Porzh-Loeiz, reiñ an argant-se da unan bennak evit en daskor d’an aotrou Uzel. » Ar ministr a lâr neuze d’e segretour : « Kasit aviz da berson Groe, ha trugarez da eskob Agen. » Person Groe ne resevas nag aviz, na blank erbet… Laeron a zo e pep amzer.
Ur blez goude, brezel en-dro ! Pennoù bras a Borzh-Loeiz a za da C’hroe, evit gwelet mar zo tu d’ober un dra bennak evit he difenn enep d’ar Saozon. « Nend eus netra d’ober en enez, a skriv unan anezhe da Bariz, peogwir nend eus netra da ouarn, ’met hag e vehe al loened. Ar roñsed, deñved, ha saout a zo puilh en tachad-mañ. A-c’houde 1694, ni a c’hourc’hemenna o c’has pep blez d’an douar-bras e-pad miz Even, miz Gourhelen ha miz Eost, rak d’ar c’houlz-se hepken e c’hell en eneberion tostaat d’an aod. » Ha ne raer tra evit esae gouarn hor bro. – Da viz Meurzh 1703 resevour Bro-Gwened a faot dezhañ ma paeo Groeiz an taosoù èl ar re all. An aotrou Uzel a skriv d’ar Roue evit em glemm ag ar resevour. Ar Roue a respont d’an aotrou Uzel ha da C’hroeiz : « Na baeit ket. » Ha Groeiz ne baeas ket.
(Da genderc’hel)

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2017

[1a hollgare : a gare a-dreist pep tra arall. Un tad-lagouter e ranke Du Fer bout !

[2lachehoer  : den didalvez, koll-boued.

[3galeheul  : cholori, dizurzh, trouz…

[4jamploù  : ardoù.

[5an ibezig : an nebeud, an niver bihan anezhe.

[6douar trihin : douar hag a chom hep bout labouret.

[7Louis II Phélypeaux de Pontchartrain (1643-1727), Kontrollour Meur an Armerzh, Sekretour-Stad ar Verdeadurezh, ha Sekretour-Stad Ti ar Roue, edan ren Loeiz XIV.

DeiziataerTous les événements

Navigation