2017 - Kronikenn 2/9 - An Aotrou Uzel, person Groe (1695-1717)

Un destenn gozik dianav skrivet get Yann-Ber Kalloc’h :

An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) - 2/9
(La Croix de l’Île de Groix 285, 11/10/1908)

JPEG - 2 Mo

« Ur vag ag an amzer-se é kuitaat an Oriant, Alain Robet, diàr « Votre ville dans l’Histoire, Lorient » Siloë, 1988

(Kendalc’h)
Ne oant ’met ur 1100 bennak a dud e Groe ar blez e-raok. Get an distruj-mañ e vihanaas c’hoazh an niver anezhe. E lazherezh ar 14 Gourhelen 1696, meur a unan en doa tapet e varv ; un taol kaer [1] a re all – ar re pinvikañ – é tiougan evit an amzer da zonet un distruj arall èl hannen, a wareze fonnus ar pezh a biaouent, hag a-diegezhoù e vezent gwelet é vonet da glask lojeris d’an douar bras. Èl-se ne chome mui en enez ’met ar beorien, get an aotrou person Uzel.
Dija hon eus lâret, berr trawalc’h e oa yalc’h ar person ; hag a-greiz-kalon neoazh eñ a ranne bemdez e damm bara etre e barreziz paouroc’h evitañ. Daousto d’e largentez, ne c’helle mui an traoù monet gwall bell er risenn-se [2] ; nend eo ket àr zaou pe tri-c’hant lur ar blez e kerzh ur vroad a-bezh. Ret e oa goulenn harp get unan bennak. Get piv ?

Un aotrou bras, an dug a Rohan, priñs Leon, Gemene, ha pep sort lec’hioù all, a oa mestr neuze àr ar vro-mañ. Get ar feurmoù a baee dezhañ ar Groeiz evit o douar, 6 pe 7000 lur a denne pep blez ’zoc’h hor garregi. Hennezh a oa dezhañ sikour hon tadoù en o doberioù, peogwir e labourent evitañ. Mes lies-mat er vuhez ar pitaod [3] a zo startoc’h àr e vlank evit nend eo ar paour àr e bezhig argant. Pell o dehe gortozet, ar baour-kaezhien, pa vehent bet e sell ’zoc’h un dra bennak a-berzh an aotrou bras-se. Un tammig e-raok ma tiskennas ar Saozon en enez, Groeiz o doa goulennet getañ armaj evit em zifenn, a pa zegouezhahe o zro da vrezelat. An armaj-se a vehe bet marse gwarantet ar vro gete, mes an aotrou Rohan ne brizas ket selaou pedenn hon tud. Ne oa ket tu enta ar wezh-mañ c’hoazh da vonet davetañ da glask an aluzon. – Ha diskoiñ a ra e oa ’tav damgriz kalon an den, pandeogwir mem en o foanioù brasañ, mem a pa oant er baourentez glan, e veze ret da C’hroeiz er paeiñ dalc’hmat, harz-pe-krev. Ur renavi [4] bennak, aes eo goût, e oa ar Rohan-se.

An aotrou Uzel a skriv da vinistr ar Roue, e Pariz, en ur lâret dezhañ e pezh stad truek emañ bet kaset e barrez get an eneberion. Ar ministr a respont a-benn : « Ar wirionez a lârit, truezus-bras eo stad ar vro-se. Evit ho tigoll un tammig, ne baeahet mui an taosoù e-pad ur blezad pe daou. » A-benn ivez ar person a gas ul lizher arall : « Biskoazh n’hon eus paeet taosoù [5] ; n’eo ket an dra-se a ra poan deomp.Un aluzon bennak a c’houlennomp genoc’h. » Kaer gortoz, respont erbet ne zaas an taol-mañ…
Er blez 1697 setu achu ar brezel. Ar peoc’h sinet e kêr Nimègue a lakae Frañs e penn holl ar broioù ag ar bed, ha Loeiz XIV dreist d’an holl rouanez. Gouelioù bras a voe graet e Pariz, evit enoriñ ur roue ken gelloudek ; an Te Deum a voe kanet en ilizioù ; an dug Rohan a zebre friko hag a eve gwin kozh en e gastelloù, pe deg [6] taol get ar Roue a Frañs ; e pep kêr ne veze mui ’met lid ha fest. E-pad an amzer-se, en un enez vichok [7] kollet du-mañ e-kreiz ar mor breton, bout e oa kristenion é vervel get an naon. Hag en o mesk em gave ur paour-kaezh beleg, debret holl e sakrepin [8] dezhañ é klask beviñ ur barrez a-bezh, a rede puilh e zaroù é welet truegezh e vro.
(Da genderc’hel)

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2017

[1un taol kaer : un niver bras.

[2er risenn-se : er mod-se, en urzh-se, en doare-se.

[3ar pitaod : ger poblek, goapaus alies, pe dismegañsus, evit lâret ar pinvidig.

[4renavi  : den hep kalon, na feiz, na lezenn.

[5Notenn e galleg get Kalloc’h : »Depuis les ducs de Bretagne jusqu’en 1791, Groix n’a jamais payé d’impôts directs ; les impôts indirects même étaient allégés en sa faveur. La Révolution abolit ce privilège, très justifié pourtant par l’extrème pauvreté du pays dont toute l’histoire, pendant 2 siècles, n’est qu’un long cri de faim. C’est ainsi qu’elle « délivrait » le pauvre peuple !!!« 

[6deg taol : doc’h taol, ouzh taol.

[7bichok  : bihan-bihan, bitik.

[8e sakrepin : e beadra, e zanvez.

DeiziataerTous les événements

Navigation