2017 - Kronikenn 1/9 - An Aotrou Uzel, person Groe (1695-1717)

Un destenn gozik dianav skrivet get Yann-Ber Kalloc’h :
« An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) »

JPEG - 163 ko

« Yann-Ber Kalloc’h da 20 vlez, diàr levr Léon Palaux »

Ur ger bennak a-raok

Etre miz Gwengolo 1908 ha miz Eost 1909 e voe embannet, e-barzh « La Croix de l’Île de Groix », kannadig-parrez an enezenn, buhezskrid ur person kozh, an Aotrou Ewan Uzel. E meur a lodenn e voe graet, get an hirik ma oa. Nav fennad a zo en holl, adal an niverenn 284, d’an 6 a viz Gwengolo 1908, betek an niverenn 295, d’ar c’hentañ a viz Eost 1909.
Skrivet e oa bet ar pennadoù-se, en amzer ma oa an aotrou Eugène Corignet person e Groe. Mignon e oa get Yann-Ber Kalloc’h, ha merour ar c’hannadig. Doc’h ma lenner e levr Léon Palaux [1] , ne oa ket bet hep poan en doa gellet lakaat embann e bennad. Bec’h a lakae ivez gober d’ar barrez koumanantiñ da Zihunamb, derc’hel d’ar brezhoneg, deskiñ d’ar vugale er lenn. Met digaz a-walc’h e chome personed Groe, kaer en doa Kalloc’h predeg…
Afi, daet e oa da benn atav evit an heuliad pennadoù-mañ. Ret eo gortoz ar penn diwezhañ anezhe evit gouiet penn da anv an oberour : Kallouh Pras.
Setu atav ur skrid n’eo ket anavet get kalz a dud. Ne oa ket bet lakaet e levr Palaux, ne oa ket bet kaset da Zihunamb kennebeut.
Komzet e oa bet din, get Lucien Gourong, a « La Croix de l’Île de Groix » hag a oa bet advoullet e stumm levrioù er blezioù diwezhañ, ul labour graet re vuan e gwirionez, ha tennet anezhañ, oc’hpenn kement-se, an nebeud pennadoù brezhonek a oa bet embannet e-barzh. Aet e oan neuze àr lec’hienn Dielloù ar Morbihan. Ha dre-zegouezh, en ur follennata ar gazetenn (a gement ma c’heller en ober diàr ur skramm !) e oan degouezhet get skrid Kalloc’h.
Meur a dra a dalvoudegezh a gaver er c’hannadig-se, met e galleg, diàr buhez an dud, ar gevredigezh, ar modoù-beviñ, an enezenn hag he annezidi dre-vras. Fed ag ar brezhoneg ne gaver nemet ur pennadig amañ hag a-hont, ha bihan a dra pa vez graet ar gont : get bizied un dorn e vez trawalc’h evit o c’hontiñ ! An hani a ginnigan deoc’h amañ eo, a-bell, an hirañ hag an talvoudusañ anezhe-holl.
Un ugent vlez bennak e oa Kalloc’h, ganet e 1888, a p’en doa savet ar skrid-se. Gouiet a rae skriv en un doare yac’h, ha tre da gas ar lennourion da benn ag ar pennad hep tamm poan ebet : donezonet e oa evit ar yezh-plaen, splann e vo c’hoazh diwezhatoc’h en e bennadoù Ar henteu er brezél e dibenn Ar en deulin. N’en deus ket lezet deomp yoc’hoù anezhe. Setu amañ unan a gavan kaer, temzet, dre bep div wezh, get mousfent an oberour.
Un nebeud notennoù a vo kavet, kement hag aesaat ar lenn hag ar c’hompren.

An Aotrou Uzel, person Groe, (1695-1717) - 1/9
(La Croix de l’Île de Groix 284, 06/09/1908)

Er blez 1695, an aotrou Mikel Gourdy, person Groe, a zilezas e garg etre daouarn Hon Tad Santel ar Pab, en ur c’houlenn getañ lakaat en e lec’h er barrez an aotrou Ewan Uzel, beleg e Pleheneg. Inosant XII a selaouas e bedenn, ha d’en 10 a viz Meurzh, e Bazilik-Uhel Santez-Mari e Rom, anviñ a rae Ewan Uzel person Groe. D’an 28 a viz Ebrel, Frañsez d’Argouges, eskob Gwened, a zaskore dezhañ madoù an iliz-parrez. Ne oa ket sur gwall bivizik [2] anezhi, ar baourkaezh iliz – daou-gant dek lur ha tri-ugent a roe pep blez d’he ferson, mes er giz-se e oa ret d’an traoù kerzhet en amzer gent. Skritur Ewan Uzel a gavomp e paperioù kozh ar barrez d’ar c’hentañ a viz Mae.
Person anvet hepken e oa Mikel Gourdy. Biskoazh n’en deus prizet donet da C’hroe. Dav eo deomp neoazh en trugarekaat a-greiz-kalon, en dout roet d’hon enez ur bugul èl an aotrou Uzel. Bout a zo bet, ha trugarez-Doue, c’hoazh a zo a-vern [3] a veleion ag ar choaz e penn hor parrez-ni, mes hennezh a zeleomp lakaat e anv e-mesk ar re uhelañ, « Ar bugul mat, » a lâr an Aviel, « a ro e vuhez evit e zeñved, » An aotrou Uzel a c’hloestras e enean a-bezh d’ar vro en doa plijet get Doue er galviñ enni. Ne oa Groeiad erbet er boan hep na oa anavet ha sikouret e boan get ar person-se.

JPEG - 492.1 ko

« Brezelioù Loeiz XIV, diàr Belles Histoires de France, Ozouf et Leterrier, Librairie Colin, 1956 »

Loeiz XIV a oa neuze roue a Frañs, hag ur brezelour aheurtet e oa Loeiz XIV. Dalbezh e veze é klask rezonioù get unan bennak, hep soñjal d’an trebilhoù eac’hus a stlej ar brezel àr e lerc’h. Groe a gavas he lod e gwalleurioù ar prantad-se. Er blez 1674, an Hollandezed a ziskenn en enez, a losk ar pispitoer [4] hag a-vern a dier arall, a laer 2600 loen ; er blez 1689 ar memes tra. Hag a pan daas Ewan Uzel da chom dre-mañ, brezel a oa c’hoazh.
Get pevar-ugent lestr anglez hag hollandez an amiral saoz Berckley, ar 4 a viz Gourhelen [5] 1696, a zaas da vouilhiñ a-vaez d’ar Gêrveur. Ar 14, pemp pe c’hwec’h bag em zistag doc’h an terkad [6] , ha roud da Chroe ! Lezomp bremañ da gomz an aotrou Uzel. En e eurioù-badeziantoù e lenner an dra-mañ :

"Distruj Groe,
Er blez a c’hras 1696, ar 14 a viz Gourhelen, arselin [7] , Anglezed ha Hollandezed a zouaras e enezenn Groe, a zistrujas, a entanas, a laeras ha tier ha loened. An ilizioù mem a oa bet losket, ar c’hlec’hier kaset gete.
Ewan Uzel, person
"

Brasat [8] ur glac’har er baourkaezh enez ! Ar wazed ne oant ket er gêr, er mor e oant, marteloded àr lestri ar Roue : ne oa den da zifenn hon douar. Al loened-se, - rak n’eo ket tud ’n hani ’oant, mes loened didruez - a lakae o flijadur d’ober poan d’ar Groeiz ; fondiñ a raent an eost er parkoùier, olijennoù a raent get ar chapelioù, olijennoù [9] ’Zoc’h ar Gêrveur, seizh lev ac’hanamañ, e veze gwelet d’an noz tier Groe é loskiñ. Hep ti, hep bara, hep dilhad kazimant, ar Groeiz spontet a yae hag a zae dre ar maezoù, e-mesk ar gwad, al ludu hag ar bochennadoù [10] tan, hañval doc’h aseverioù [11] . Neuze e tiskoas an aotrou Uzel e galon truezus ha lan a garantez.
(Da genderc’hel)

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2017

[1JPCP : Un barde Breton Jean-Pierre Calloc’h -Bleimor - sa vie et ses œuvres inédites 1888-1917, Dr Léon Palaux, Quimper, Librairie Le Goaziou, 1926.

[2pivizik : pinvidik, pinvik.

[3a-vern : kalz, ur bern, ur bochad.

[4pispitoer  : presbital.

[5Gourhelen  : Gouere, Gourneñv.

[6terkad  : skouadrenn, strollad listri.

[7arselin  : d’enderv-noz, pa vez an noz é tiskenn.

[8brasat ur glac’har : stumm estlamata : pebezh glac’har bras.

[9olijenn : tantad, inorzenn, sort a vez graet evit gouel Yann. get an tier.

[10bochennad  : bodennad.

[11aseverioù  : asaouerioù, tasmantoù, spesoù.