2016 - Kronikenn 9/9 - Ar Razh a gêr hag ar Razh a-ziàr ar maezoù

Evit achu ar rummad-mañ, deraouet get sizhuniad ar brezhoneg, e kinnigan deoc’h ar fablenn 9-I : « Le Rat de ville et le Rat des champs ». Get « La Fontaine Bro-Gwened » e vimp c’hoazh, pe Stevan Kerhored, pe Étienne Le Strat ag e anv gwirion.
Donet a rae La Fontaine àr ar memes temoù meur a wezh, hag amañ e vez gwelet splann e tenn kentel ar fablenn-mañ doc’h an hani a c’heller dastum e-barzh « Ar Bleiz hag ar C’hi ». N’eo ket e frankiz a fell d’ar Razh diàr ar maezoù miret, met sioulder e vuhez, na bout e vehe treutoc’h ar vrifennn enni,
Ha ! sioulder ar vuhez àr ar maezoù lakaet e kemm get ar vuhez e kêr : n’eo ket un tem nevez, rak daet eo deomp diàr ur fablenn savet get Ezop, hag en doa bevet e Gresia etre ar VIIvet hag an VIvet kantved… a-raok Jezuz-Krist !

AR RAZH A GÊR HAG AR RAZH A-ZIÀR AR MAEZOÙ

(Guerzenneu Breih-Izel, 1931, p. 48-49, E. Le Strat)

Ur razh a gêr en doa pedet
Ur razh a-ziàr ar maezoù
Getañ un deiz da zebriñ pred
E’it tañvat bevañs ar c’hêrioù.

« Me ’yay, » a lâras an arall
« Genin-me nend eus ket grimoù. »
An tronoz e oant en ur sal
Dirak un daol goloet a draoù.

Bout oa kig-bevin ha kig-rost
Bara, fourmaj, katev er-walc’h,
Hani àr ar lec’h, hani tost.
Gelliñ a raent debriñ o gwalc’h.

« Debromp, » a lâr ar razh a gêr
D’ar razh peizant chomet bamet :
"Krignomp, chaokomp hep koll amzer
E-raok ma tay an dud d’o fred.« Àr an daol e sailhont kentizh [1]
E’it gober enor d’ar pladoù.
Mes setu arru ar vatezh
Ha savet c’hwen en o chaosoù !

Pep unan a vreskenn a-herr
E’it klask un toull er blañcheris ;
Hed bihan-dra doc’h ar voger
E oa tapet an daou ostiz.

Razh ar maezoù en deus kollet
Ur pennig mat ag e lost hir ;
Kreniñ a ra, hanter vatet,
Ha doc’htañ ar gwad a ziver [2].

« Kenavo, kensort, » eme-eñ,
"Eh an en-dro d’am suler foenn ;
A-wael du-hont a pa zebran
Me c’hell prediñ betek ar penn !

Amañ eh eus bevañs c’hwekoc’h,
Mes àr-un-dro skont ha nec’hañs.
Gwell eo genin boued disteroc’h
A c’hellan kemer hep doujañs."

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2016.

JPEG - 87.6 ko

[1kentizh  : »kentéh« er skrid-orin, a glot get »er vatéh".

[2a ziver : « e zivir » er skrid-orin a glot get « hir ».

DeiziataerTous les événements

Navigation