2016 - Kronikenn 8/9 - Ar Wennelenn hag an Evned

Kronikennoù sizhuniad ar Brezhoneg 2016 (8/9)

Louis Le Cam, hag hon eus bet tro da gomz diàr e benn c’hoazh, en doa troet evit Dihunamb eizhvet fablenn al levr I : "L’Hirondelle et les petits Oiseaux". Ur litorienn hir a-walc’h eo get La Fontaine, 58 gwerzenn, met hiroc’h c’hoazh e oa daet get Le Cam : 80 gwerzenn. N’eo ket un dra souezhus : alies e veze èl-se. Adal ar fablenn-orin e kempenne pep troer e destenn doc’h e vod ha doc’h e soñj, hep soursial kalz ag an niver a dreid e pep gwerzenn, nag ag an niver a werzennoù, na muioc’h ag an doare klotennoù. Ur fablenn zoken hag a ra 10 linenn evit La Fontaine, a zo bet astennet da 110 get unan ag e droerion ! Émile Ernault, hag a zo e-mesk ar re o deus troet ar muiañ a fablennoù, a oa ur mailh evit mont dre an hir !
Setu neuze "Ar Wennelenn hag an Evned", troet ag an dibab get "Penn-Ouignon".

AR WENNELENN HAG AN EVNED
(Dihunamb ! 91, Genver 1913, p.206-207, sinet Pen Ouignon)

Da Jojeb an Neliotenn
Ma c’hensort a besketaerezh
Hag a chom e-tal ar Blaouezh.

Ur Wennelenn en he zroioù
He doa desket ur bochad traoù,
An hani en deus redet bro ha hentet
A c’hell, èl ma lârer, bout hiraet e spered.
Honnezh atav ag ar furañ
A spurmante holl an arnan
Ha pell a-raok ar gwallamzer
En disklêrie d’al labourer.
Un deiz, hi a welas, é vale er parkoù
Un den é hadiñ kouarc’h ; "Mam bugale, fall draoù"
A lâras-hi d’evned dastumet en ur prad,
Ha ne soñjent ’met kaniñ, ha gober chervad,
"Truez am eus doc’hoc’h, ma c’heizh Evnedigoù,
Pa soñjan en dañjer em serr dreist ho pennoù,
E’idon-me, akourset, me ’ouio-me a-benn
Tenniñ d’ur vro arall pe kuzh en ur grouizenn,
Ne welit an dorn-hont, é vonet, é tonet
En aer ag an amzer evit taoliñ an ed ?
Kent pell c’hwi a welo an ed-se é kreskiñ
Eñ eo, a vo ho troug pa vo koulz d’en eostiñ.
Get ar c’houarc’h e vez graet spletenn ha gwinterell
A dreisa an evned, a dorr o divaskell.
Neuze e vênt lakaet, braouac’hus pa soñjan,
En ur gaouidell kloz, pe marse àr an tan ?
N’hoc’h eus ’met un dra d’ober
E’it pellaat doc’hoc’h an dañjer.
Ur vandenn oc’h, difraeit buan
Fondiñ ar c’houarc’h, debriñ ar gran."
An Evned diskiant a c’hoapaas
Ar Wennelenn avizet-bras ;
Er parkeier e kavent re
Da laniñ o c’hof ’hed an deiz.
Ar c’houarc’h neoazh daet da vout glas,
Ar Wennelenn c’hoazh a lâras :
"Tennit fonnapl, tennit a-grenn
Ar yeotenn plat, ar fall c’hranenn,
Pe e’idon-me, netra suroc’h
Hi a verray ho puhez deoc’h."
"Mamm-gozh an diaoul, lârerez kaer
Pechañs e varvahomp ’dan berr.
E-lec’h kaniñ deomp sorbiennoù,
Chomit en ho cheminalioù,
N’omp ket alkent kemenerion
Evit dispenn holl ar c’hanton."
Ar yeotenn plat get heol ha glav
’Save he fenn, ’greske atav ;
Ar Wennelenn, ur galon vat,
N’arsave ket a huanad ;
"Gwashoc’h-gwazh e kerzh an afer
E’it an Evnedigoù dister
Bras ha bihan, hani erbet
N’en deus vennet ma selaouet.
Pa vo an erc’h èl ul liñsel,
É tiskenn ag an neñv teñvel,
Pa vo serret er sulerioù
Gwinizh, segal, holl an eostoù,
Tec’hit e raok ar vugulion,
En ho andred kriz a galon.
Diwallit-mat doc’h o lasoù
O devo graet get neudennoù.
Na nijit mui a c’harzh da c’harzh ;
Choazit ho ti ; chomit a-barzh ;
Pe èl an houad, pe èl ar gioc’h,
Kerzhit d’ur vro a vo suroc’h.
Met berr eo ho anal, hag ho askell bihan
E’it treuziñ èlomp-ni ar mor bras ha ledan,
Hag e’it nijal da glask davet broioù tommoc’h
Ar peoc’h hag ar bevañs ha parkoù gresetoc’h.
Un dra hepken ho kwaranto
En ur grouizenn c’hwi em serro !"

Poan gollet, rak ar geizh Evned
Ken disoursi èl begeged,
A c’hoapaas avizoù sontil
Ar Wennelenn gozh ken abil.
Int a ouias er-walc’h, un tammig diwezhat
Da betra e servij bourdiñ un ali mat.
Estroc’h e’it unan anezhe
A gollas, ar paour-kaezh, e vuhez
E lasoù kempennet, er filaj, d’ar gouiañv
Ha graet get ar c’houarc’h-hont, hadet d’an nevez-hañv

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2016

JPEG - 81.6 ko

DeiziataerTous les événements

Navigation