2016 - Kronikenn 7/9 - Kevredigezh al Leon

« La Génisse, la Chèvre et la Brebis, en société avec le Lion », fablenn 6-I, n’eo ket ag ar re anavetañ. E brezhoneg Gwened n’hon eus kavet nemet ur fablenn e yezh-plaen, kar-tost doc’h hani La Fontaine, hep bout neoazh un droidigezh anezhi. Dav eo gouiet un dra, ar fablennoù, a-gozh, re Ezop da skouer, ne oant ket pezhioù rimet : e yezh-plaen e vezent displeget. Ne ouier ket piv eo an oberour, hag a sine « Er Fur », met donet a rae brav getañ.
Ma ! Er-maez a Vro-Gwened e oa bet troet alkent, setu ma c’hellan kinnig deoc’h unan ag an troidigezhioù-se, unan ag ar re goshañ kavet din, e-barzh ar gazetenn « Le Courrier du Finistère », e 1904. Sinet eo « X ». ha ne ouier ket naket get piv e oa bet skrivet, met chomet eo an troer feal-tre, tost-ha-tost, doc’h fablenn-orin Jean de La Fontaine.

KEVREDIGEZH AR LEON

(Dihunamb ! 10, 3 a viz Genver 1914, p.16, sinet Er Fur)

Ur leon é vale a gavas àr e hent tri ki-jiboes. Eñ aet ha lâret dezhe :
« Mam bugale, da be lec’h eh it-c’hwi ? »
« Aotrou, » eme-int, « eh aomp da jiboesat ur c’harv. »
« Me ’yay genoc’h, » eme ar leon, « ha ni ray ur gevredigezh. Pep unan a yay d’e du hag ar c’hentañ en devo tapet ar c’harv a zay amañ hag a c’horto ar re ’rall evit ranniñ gete. »
Aet ar chas ha redet d’o zu e-pad ma yae ar leon d’ober un hun a-kostez.
Emberr e voe tapet ar c’harv d’ar chas hag int daet d’ar lec’h merchet get ar pezh o devoa tapet. Un herradig àr-lerc’h e arruas ivez ar leon.
Neuze e oa bet graet peder lodenn ag ar c’harv.
« Aotrou, choazit, » eme ar chas d’ar leon.
Aet ar leon ha lâret dezhe :
« Ar lodenn-mañ a gemeran, rak m’eh on Roue ar loened ; ar lodenn-se a gemeran c’hoazh, rak m’eh on ar c’hreñvañ ; ar lodenn-hont a vo din, rak nend an gwezh erbet er-maez a gêr hep ur profit bennak ; hag ar bedervet lodenn a zo aze, gwazh-a-se evidoc’h mar he c’hemerit. Bec’h a vo ! »
Hag ar chas kuit, pleget o fenn gete ha skañv o bouelloù.

KENTEL
Èl-se e tegouezh get ar geizh tud em strob doc’h brasoc’h ha sontiloc’h evite : Ar labour startañ a vez evite hag ar profit evit ar re ’rall.

AN OUNNER, AR CHAVR, HAG AN DAÑVADEZ WAR ZAOU-HANTER GANT AL LEON

(Le Courrier du Finistère n° 1287,10 a viz Gwengolo 1904, sinet X.)

Ar Chavr, an Dañvadez, hag ho c’hoar an Ounner
Gant un Aotrou Leon, mestr kriz eus ar c’harter,
Gwechall, war a leverer, en em glevas holl
Da lakaat a-unan ar gounid hag ar c’holl.
E lasoù ar C’havr ur Charv ’voe paket :
Hag hi da gas buan keloù d’he c’henseurted.
Al Leon dirazo, war e skilfoù, kontañ :
« Etre pevar, » emezañ, « emañ da rannañ ! »
Raktal, eus ar C ’harv, pevar damm a reas,
E kemer gantañ ar c’hentañ, evel mestr bras.
« Din-me eo, » emezañ, "ha perak ’ta ?
O vezañ ma’z eo Leon va anv.
Just ha dereat eo kement-se ;
Netra da lavaret neuze.
An eil tamm, dre-wir, a dle c’hoazh din-me kouezhañ :
Ar gwir-se, goût a rit, a zo gwir ar c’hreñvañ.
’Vel ar gwellañ, me c’houlenn an trede,
Ha ma touch unan ouzh ar pevare,
Hennnezh ’vo amañ
Mouget da gentañ !"

Kentel
Pa vez an nerzh gant ar fallagriezh,
kenavo lealded ha gwirionez.

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2016

JPEG - 77.2 ko

DeiziataerTous les événements

Navigation