2016 - Kronikenn 6/9 - Ar Bleiz hag ar C’hi

Beviñ paour en e frankiz pe maget mat met chadennet ? Setu aze ar goulenn savet get la Fontaine e-barzh fablenn 5 e levr I : « Le Loup et le Chien ». Ha sklaer eo respont ar bleiz !
C’hoazh un taol e vo un droidigezh get Stevan Kerhored, pa n’eus hani ebet arall e gwenedeg. N’eo ket evit netra e c’heller ober anezhañ « La Fontaine Bro-Gwened ». Plijet e oa bet an dud kredapl get ar fablenn-mañ, rak lakaet e oa bet e leoneg evit Almanak ar Breizhad, er blez 1934. Disin eo ar fablenn, ha ne lâr ket zoken e oa bet adkemeret diàr labour Le Strat, pezh a zo tremen anat neoazh, na bout n’eo ket daet ken brav, evit gwerzennoù ’zo, get hon troer leonad.
Setu an div litorienn-se :

AR BLEIZ HAG AR C’HI

(Guerzenneu Breih-Izel, 1931, p. 18-19, E. Le Strat)

Ur c’haezh bleiz a oa ken treut [1]
Ma oa sec’h èl un tamm koed ;
Ne oa met eskern ha kroc’hen
Goloet get ur vil a banenn.
Ar bleiz-mañ a gav un deiz
Àr e hent ur pikol ki
En doa tec’het da vale
Er parkoù pell doc’h e di ;
Lart e oa, biskoazh lartoc’h
Hag ur banenn flour dezhañ.
Soñj ar bleiz, netra suroc’h,
A vehe bet krog ennañ
Hag er lakaat a dammoù.
Mes eñ en doa, e’it em zifenn
Dent lemm en e chajelloù.
Ar bleiz enta, soublet e benn,
A ya da gavet ar c’hi.
« Aotrou, na gailhart oc’h-c’hwi ! »
A lâr-eñ dezhañ get resped.
"Ken gailhart èlon mar karit
E vehet,« a reskond ar c’hi. »Kuitait ho koadoù, rak enne
Ne gaver met poan, melkoni,
Kerteri liesañ ivez.
Pegement ag ho kenseurted
A dremen ur vuhez kalet
Ha ne gavont boued da zebriñ
Nemet hep arsav é skrapiñ !
Dait genin-me, m’er lâr deoc’h,
Ha c’hwi vo kalz eürusoc’h.«  »Mes petra am bo-me d’ober ?« A lâr ar bleiz. »Labour dister,« Eme ar c’hi, »harzhal da noz,
Pa vo an dud get o repoz
E’it gouarn an ti doc’h al laeron.
D’ar mestr ha d’ar serviterion,
Meur a wezh en deiz, gober cher.
C’hwi c’hell bout sur er feson-se,
C’hwi a glevay komzoù tener
Hag ho kwalc’h a friko ivez
A vo taolet deoc’h da zebriñ."
Ar bleiz, é klevet kement-se,
Get joa n’hell parraat a oueliñ.
É vonet get an hent neuze
Eñ ’wel goug e gensort kignet.
« Petra eo an dra-mañ ? » eme-eñ.
« Netra ! »-« Lârit din, me ho ped ! »
"Marse ar chalenn [2] a zougan
A zo kaoz d’ar pezh a welit.
« Staget oc’h enta, meur a wezh. »
A lâr ar bleiz, "Ha n’hellit ket
Du-hont, du-mañ, redek dalbezh,
Na monet d’ar lec’h ma karit ?«  »Narenn, mes ne ran forzh erbet.«  »Hama, gwell eo genin-me
E’it friko, ma liberte.
Ne garahen ket he c’holl
Memp e’it kavet un trezol."
Ha hep àr e lerc’h sellet,
Aet ar bleiz en-dro d’ar c’hoed.

AR BLEIZ HAG AR C’HI

(Almanak ar Breizhad, 1934, p. 96-97)

Ur c’haezh bleiz a oa ken treut
Ha ken sec’h ha keuneud ;
Ne oa nemet eskern ha kroc’hen
Goloet gant ul lous a vlevenn.
Ar bleiz-mañ a gav un deiz
War e hent ur pikol ki
En doa tec’het da vale
Er parkoù pell diouzh e di ;
Lart e oa, biskoazh lartoc’h
Hag ur vlevenn flour dezhañ.
Soñj ar bleiz, netra suroc’h,
A vije bet kregiñ ennañ
Hag el lakaat a dammoù.
Mes eñ en doa evit en em zifenn
Dent lemm en e garvanoù [3].
Ar bleiz eta, stouet e benn
A ya da gavout ar c’hi.
« Aotrou, na gailhart oc’h-c’hwi ! »
A lâr-eñ dezhañ gant resped.
"Ken gailhart ha me n’eo ket
Diaes da vezañ,« eme ar c’hi. »Kuitait ho koajoù, rak enno
N’eus nemet poan, melkoni,
Kernez, da c’hedal ar marv.
Na pet eus ho kenseurted
A dremen ur vuhez kalet
O kaout da zebriñ peadra
Nemet hep arsav da skrapañ !
Deuit ganin-me, m’el lâr deoc’h,
Ha c’hwi ’vo kalz eürusoc’h.«  »Mes petra am bo-me d’ober ?« A lâr ar bleiz. »Labour dister,« Eme ar c’hi, »harzhal, d’an noz,
Pa vo an dud gant o repoz,
Diwall an ti diouzh al laeron.
Redek amañ, du-se, ahont,
Redek amañ, du-se, ahont,
Ober d’ar vugale plijadur ;
Hag e c’hellit neuze bezañ sur
Deoc’h ne vanko ket a friko,
Leun ho kargadenn ho pezo."
Ar bleiz ouzh er c’hlevet, dres,
A rank gouelañ gant levenez.
Ha gant an hent en ur vonet
E wel gouzoug ar c’hi kignet.
« Petra eo an dra-mañ ? » emezañ
« Netra. »- « Lârit din, me ho ped ! »
"Marteze ar chadenn a zougan
A zo kaoz d’ar pezh a welit.«  »Staget oc’h-hu eta, livirit ?« A lâr ar bleiz, »ha n’hellit ket
Du-hont, du-mañ, mont hep paouez ?«  »Nann, mes ne ran forzh ebet.«  »Ha ma ! gwelloc’h eo ganin-me,
E plas friko, va liberte !
Hag he c’holl, nann, ne garfen ket
Evit ken bras teñzor er bed."
Neuze hep sellout war e lerc’h,
Setu aet ar bleiz er gouelec’h.

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2016

JPEG - 80 ko

[1treut ha koed (« tret » ha « koed » er skrid-orin) a c’hell bout lakaet, doc’h ar rekiz, da glotiñ e gwenedeg

[2chalenn  : chadenn (gwelet Geriadur gwenedek Ernault p.35).

[3en e grabanoù : er skrid-orin, ur fazi moarvat, rak a-benn eno, n’eus ket a ster d’ar frazenn. Ha komprenet e oa bet mat « chajelloù » get an troer ? Ha fazi ar mouler e oa ? Hep mar ebet e komzer amañ a « garvanoù » ha n’eo ket a « grabanoù ».

DeiziataerTous les événements