2016 - Kronikenn 5/9 - An daou Jav

Fablenn 4 al levr I a zo anvet « Les deux Mulets », met e brezhoneg Gwened ne’m eus kavet nemet « an daou jav ». Troerion arall, maez a Vro-Gwened o doa graet get « An daou vul », met evidomp-ni, Stevan Kerhored (Le Strat) an hani nemetañ en doa troet ar fablenn-se, en doa dibabet komz a roñsed kentoc’h evit a vuled, met ne vern !
Chañj al loened a vez komzet anezhe a arru alies en troidigezhioù, « Cigale » La Fontaine a za da vout ur grilhan, anavet gwell er vro-mañ ; e « Cigogne » a za da vout ur gerc’heiz, rak ne oa ket a c’hwiboned, pe a sigogned mar karit gwell, e Breizh en amzer-se.
Div wezh e oa bet troet ar fablenn-mañ get Le Strat, an hani goshañ a lakaomp amañ.

AN DAOU JAV

(Dihunamb ! 33, Meurzh 1908, p.39, sinet Stevan Kerhored)

Tostik an eil doc’h egile
Daou jav àr an hent a gerzhe.
Unan anezhe kroset-mat
A gase gwinizh d’ar marc’had,
An arall, jav ar Gouarnamant
A oa getañ ur samm argant,
Hennen glorius ha foeñvet
E benn atav uhelsavet,
A daole selloù a druez
Àr ar jav sammet get gwinizh,
« Nag ur c’haezh jav etalon-me ! »
A lâre-eñ lies-a-wezh.
Setu dirak an daou lon [1]
Arru ur vandenn laeron.
Ar re-mañ doc’h jav an argant,
Holl àr-un-dro em gemeront ;
Hag an arall ne douchont ket.
A daoloù bazh hanter lazhet
Al loen paour a gouezh a-blad,
Eñ a ouel hag a huanad :
« Kollet on, » eme-eñ,
"Ha din-me ma-unan
Din-me an taoloù fall,
Droug erbet d’an arall !«  »Kensort,« a lâr dezhañ ar jav ag ar maezoù, »Dañjerus eo beviñ e-kreiz an enorioù.
Rak ar gwez bras, ar gwez uhel,
A zo skoet muiañ d’an avel ;
Pa vehec’h bet evelon-me
Servitour ul labourer-douar
Ne vehec’h ket hiniv an deiz
Allas ! é vervel get glac’har."

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2016

JPEG - 83.8 ko

[1lon  : loen, klotenn get laeron

DeiziataerTous les événements