2016 - Kronikenn 4/9 - Ar Skignan é klask donet da vout ker bras èl un Ejon

« La Grenouille qui se veut faire aussi grosse que le bœuf » a zo brudet ivez, èl m’emañ al lod brasañ a fablennoù al levr I, ar re a veze desket er skol ar muiañ. Daou zoare anezhi a vo kinniget amañ : unan hir hag unan berr, met skrivet neoazh get ar memes den, an Aotrou Étienne Le Strat (Pluniav 1865–1954).
E Bro-Leon e komzer a Baotr Treoure (Augustin Conq « La Fontaine Bro-Leon », 1874-1952), e Bro-Gwened e anaver kentoc’h Stevan Kerhoret. Hennezh e oa anv-pluenn an aotrou Le Strat a voe tro-ha-tro beleg e Gwennin, an Elven, Ploue ha chaloni a-enor adal 1928. Echu a raas e vuhez èl chapalan e Pluniav.
Kentañ litoriennoù embannet getañ a voe moarhat ar re a gaver e-barzh « La Revue de Bretagne de Vendée et d’Anjou », e 1897 ha 1898. Dibabet en doa ar re anavetañ « Er Grillan hag er Veillionen », « Er Vran hag el Luhern », « Er Chignan é klah donnet da vout ker bras èl un ejon » hag « Er Here hag en Eutru ». O c’havout a raer diwezhatoc’h, kempennet pe adveret e-barzh Dihunamb, Guerzenneu Breih-Izel, hag almanakoù a bep sort.
Daou levr a oa bet embannet getañ :
« Guerzenneu Breih-Izel », en Henbont e ti J. Mehat e 1931.
« Livrig er Hristen », e Gwened, e ti Lafolye ha Lamarzelle.
Ar c’hentañ a grog get un dibab litoriennoù, 26 anezhe, diàr 34, a zo daet a La Fontaine hag al lod-muiañ a oa bet embannet er blezioù a-raok e-barzh Dihunamb.
Daou dra a c’heller lâret a-zivout litoriennoù Etienne Le Strat. Fed ag e vrezhoneg, ne fehe kavet gwell. Donet a ra brav getañ ha gouiet a rae kempenn e werzennoù. Meur a wezh e vezent adlakaet àr ar stern ha dalc’hmat, e brezhoneg yac’h, e ouie gwiskiñ litoriennoù La Fontaine get dilhad mod hor bro. Techet e oa siwazh da lakaat ar gentel uheloc’h evit an istor na oa kredapl evitañ nemet un digarez da sankiñ « gwirionezioù » e penn e barrezianiz. A pa ne veze kentel ebet get La Fontaine, ne zouje ket a zarbar e hani, ur gentel a glote get soñjoù ur bern beleion ha brogarourion kar-o-yezh en amzer-se : chomit en ho stad (ha trugarekait Doue !), chomit àr ar maezoù, gouarnit ho kizioù hag ho yezh, diwallit doc’h ar chêrioù bras lec’h ma koll ar Vretoned vat o feiz hag o ene… Hed-ha-hed e kaver al litanioù-se e kazetennoù ar mare-hont. N’eus ket da vout souezhet enta.
Brezhoneg Stevan Kerhoret a zo brezhoneg brav ha yac’h. Ken brav ha ken yac’h m’en doa kavet tud evit adkemer e litoriennoù, setu penaos e kaver en « Almanak ar Breizhad », er blez 1934 « Ar bleiz hag ar c’hi », « An den pizh hag e deñzor » hag « An dervenn hag ar gorzenn » nend int nemet labour Le Strat lakaet e brezhoneg Leon !

Lennet en doa an aotrou Le Strat oberennoù La Fontaine hag anavet a rae fablennourion arall èl Florian. E « Guerzenneu Breih-Izel » e kaver da skouer « En deu Veajour ».
Pa glasker e-barzh Dihunamb ! e weler a-walc’h e oa div oberenn a oa bet lennet get an droerion fablennoù, hani La Fontaine da gentañ, hani Florian da c’houde. Pierre Le Sausse pe Louis Le Cam c’hoazh o doa tennet danvez ag e zastumadenn fablennoù.
Étienne Le Strat a zo da vout lakaet en ul lec’h enorapl e-tal holl droerion La Fontaine. El lec’h kentañ e Bro-Gwened hep mar ebet. Pa gredahen e lârahen èl egile : « Eñ zo bet La Fontaine Bro-Gwened ».

AR SKIGNAN É KLASK DONET DA VOUT KER BRAS ÈL UN EJON

(Dihunamb ! 18, miz Kerzu1906, p.304, sinet Stevan K.)

Un deiz ur skignanig [1] un ejon a welas
É peuriñ ar yeotenn e-kreiz ar pradoù glas ;
Bras e oa an ejon ha dister e oa-eñ,
Dister èl un ui yar, dister èl ur skignan.

Neoazh al loenig paour a lâr en e galon :
« Perak ne vehen-me ker bras èl un ejon ? »
Avi [2] enta ivez - piv en dehe kredet ! -
A gaver meur a wezh e-mesk ar skignaned.

Atav ar skignan-mañ a avi vras karget
Hag oc’hpenn kement-se en e soñj aheurtet,
A c’hwezhas, a foeñvas e’it brasaat e gorfig
Mes kaer en doa gober, chom a rae bihanik.

« Lârit din, » eme-eñ, d’e vreudeur skignaned,
A save dreist an dour o fennoù da sellet,
« Lârit din, bugale, mard on ker bras èltañ ? »
Ar re-mañ a c’hoarzhe, a rae goap anezhañ.

"Ker bras èl un ejon ! Kollet eo ho spered...
Etaltañ, foeñvourig, netra ne seblantet !
Hag ar skignan amoed a zalc’he da foeñviñ.
« Hama, » eme-eñ c’hoazh, « netra ne vank mui din ? »

« Netra ! Ne spirit ket, » a lâre e vreudeur :
"E-tal ul loen ker bras atav eh oc’h dister.
A-raok en ingaliñ labour a gavahet
Ha kaer ho po gober skignan e chomahet !"

Neuze, lan a gounnar, setu-eñ c’hoazh ur wezh,
É sevel, é foeñviñ, é termal hep diskuizh.
Mes, o glac’har ! Dre-fin astenniñ e groc’hen
Ar foeñvour a chomas ramblet àr an dachenn.

Kentel
Edan an istoer-mañ e splann ur wirionez
Anavet-mat er bed, mes ankouaet ivez :
An neb a fall dezhañ lemel ag e wir stad
Birviken àr an douar n’hello kavet chañs vat.

Mard oc’h ganet skignan, chomit ar pezh mah oc’h
Ha na c’houlennit ket donet da vout brasoc’h ;
Rak, allas ! Mar vennit em sevel re uhel
Diwezhatoc’ marse c’hwi gouezho re izel.

***
Hag ar stumm berr bremañ, kavet din e-barzh levr Guillevic ha Le Goff « Exercices sur la Grammaire bretonne du dialecte de Vannes », embannet evit ar wezh kentañ e 1903.

Paket mat eo, ha fealoc’h doc’h skrid-orin La Fontaine, ha berroc’h memes evitañ !

AR SKIGNAN HAG AN EJON

(EGBV 1923 (1903) p.193- E. Le Strat)

Un deiz ur skignanig a lâr en e galon :
« Perak ne vehen-me ker bras èl an ejon ? »
Ar jalouzi ivez, piv en dehe kredet,
A gaver, mar a wezh e-mesk ar skignaned.
Eñ a c’hwezh hag a foeñv. E vreudeur skignaned
A save dreist an dour o fennoù da sellet.
« Lârit din, bugale, mard on ker bras èldañ. »
Ar re-mañ a c’hoarzhe : "Ker bras èl an ejon !
Ne spirit ket, paour kaezh !" Setu-eñ c’hoazh ur wezh
É sevel, é foeñviñ, é termal heb diskuizh.
Mes, o glac’har ! dre-fin astenniñ e groc’hen,
Ar foeñvour a chomas ramblet [3] àr an dachenn.

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2016

JPEG - 80.7 ko

[1skignan a gaver a-gozh (geriadur l’Armerie, 1744, da skouer,) met distaget e vez chignan an aliesañ bremañ.

[2avi  : « ohi » en destenn orin, get un notenn : « ohi ha jalouzi a zo ar mem tra ».

[3ramblet  : a zo amañ da vout komprenet èl tarzhet, (ramplañ, ramplañ, er geriadurioù).

DeiziataerTous les événements

Navigation