2016 - Kronikenn 3/9 - Marv al Louarn
Evit Lun Sizhunvezh ar Brezhoneg, setu amañ Marv al Louarn, un heuliad d’ar Vran hag al Louarn, e-lec’h ma vez kastizet ar louarn evit e skloufoni. Èl an arall emañ da vout kanet àr don an Tralala. An div a c’heller lâret lerc’h-oc’h-lerc’h zoken !
Troet e oa bet get Pierre Le Sausse (Sant-Karadeg-Tregomel 1899–Pleskob 1980), mestr-skol a vicher ha skrivagnour brezhoneg ar peurrest ag an amzer.
Pa varvas Bleu Benal, e miz Kerzu 1980, ne voe ket graet kalz a don dezhañ. Ur gerig bennak e-barzh notennoù Al Liamm ha setu-holl. Kenlabouret en doa d’ar gazetenn-se neoazh e-pad ur pennad evit "Korn ar Gwenedeg" èl m’en doa kenlabouret, pennek ha feal, da gazetennoù arall : Bleun-Brug, Bro-Gwened, En Had, hag all…
Kronikour e voe ivez, e-pad blezadoù, evit pennad brezhonek La Liberté du Morbihan. Bep Sadorn etre 1974 ha 1979 e kasas ur skrid evit "Etrezom e Brehoneg", tost da 300 pennad enta. Ne arestas Pierre Le Sausse da skriv nemet pa oa arru e penn e ervi.
E gensort a-viskoazh, Job Jaffré (1906 – 1986) a skrivas ur pennad diàr e benn [1] :
"Bleu Benal, un den didrouz…"
"Marv eo Bleu Benal. Marv eo disul diwezhañ d’en oad ag 81 blez, e Pleskob, lec’h emañ bet mestr-skol kristen e-pad e amzer, lec’h en deus ivez skrivet kement a bajennoù e brezhoneg : gwerzennoù da bep koulz, liesoc’h pennadoù diàr-benn ar pezh a droe en e benn, istorioù berr, sorbiennoù, dibunet aes, ha lennet ken aes. Rak e vrezhoneg a oa hani ar Bobl, an hani en doa desket get e dud, e-mesk ar beizanted : ur brezhoneg digousi, hep ardoù ha maget yac’h.N’en deus ket klasket biskoazh an enorioù, na bout lakaet e renk ar skrivagnerion "lennegel" èl ma lâr an dud abil. Chomet eo atav un den ag an douar. Èl ma kane Bleimor "bevet en deus kuzh ha diglod". Ha neoazh emañ bet lennet : ar pezh na zegouezh ket mui gwall lies get meur a unan dre-se tuetoc’h da ziskoiñ o abilted evit da vout komprenet. Ya, Bleu Benal a zo bet lennet get e-leizh ha get plijadur."
Ne oa nemet 27 vlez pa grogas da labourat evit Dihunamb ha derc’hel a raas betek ar fin. Etre 1926 ha 1979 ne zehanas ket da skriv.
Trugarez a c’heller lâret da Emglev Bro an Oriant evit bout embannet kronikoù brezhonek La Liberté du Morbihan, lec’h ma kaver skridoù Pierre Le Sausse ha re Job Jaffré. [2]
Diàr an holl litoriennoù a gasas da z/Dihunamb ne voe nemet un nebeud diàr La Fontaine met, èl ma lâre Job Jaffré : "dibunet aes ha lennet ken aes."