2016 - Kronikenn 2/9 - Ar Vran hag al Louarn

Setu bremañ, fablenn 2 al levr I : « Le Corbeau et le Renard », anavet mat get an dud ha desket get rummadoù ha rummadoù a skolidi. An doare lakaet amañ a zo da vout kanet àr don anavet an Tralala, unan aes enta da zeskiñ hag a laka bourrapl doc’h taol pa vez kaset. Adal an naontekvet kantved e vez kavet fablennoù àr an ton-se e brezhoneg, èl ma veze kavet e galleg ivez, rak fablennoù ar Boulom La Fontaine a zo bet kanet e galleg ivez, kaer eo gouiet. Rekis eo ma plije d’an dud !
Troet e oa bet get an Aotrou Joachim Lamour, ganet e Logunec’h e 1841 ha marv e Pondivi e 1927. Person e oa, èl Louis Le Cam, hag èl ma oa 70 % ag ar re o deus lakaet fablennoù e brezhoneg !
D’al liesañ ne veze kavet nemet lizherenn gentañ e anv da sin e bennadoù. Reve Daniel Carré, en e vestroniezh diàr-benn Dihunamb, ha J. Malo Renault « Les Pseudonymes des Bretons 16è–20è siècle » e c’hellahe bout Luhern Kervleieu un anv-pluenn dezhañ ivez.
Beleg e oa an aotrou Lamour enta, ha savour kantikoù. Ul levrig bihan skrivet getañ a zo anavet c’hoazh un tammig : « Bim-Bim, Mizer ha guerzenneu deverrus arall », embannet evit ar bedervet gwezh e 1907 get Dihunamb. E dibenn al levr-se e kaver « Ar Vran hag al Louarn », da vout kanet « àr don an tralala » ! Kaer ha spis e oa brezhoneg an aotrou Lamour.

AR VRAN HAG AL LOUARN

(Dihunamb ! 22, Ebrel 1907, p.361-362, sinet L. ha « Bim-Bim » 1907, p. 73-74.)

Un deiz, madam ar Vran, àr ur barr azezet
A zalc’he en he beg un tamm krampouezh lardet
Kent pell mestr al Louarn daet eno doc’h ar vlaz
A glaske ar moaiand d’en diskariñ d’an diaz.

DISKAN
Àr don an tralala…

Eñ ’daol enta e dok èl ul louarn desket,
A soubl e benn d’an douar e’it diskoiñ e resped ;
A skarzh teir gwezh e c’houg ha get ar vouezh dousañ
A ra er feson-mañ e gomplimant kaerañ :

"Demat, Madam ar Vran, penaos ’mañ ho yec’hed ?
Ho kwelet ker mitin, na pezh un nevezted !
N’hoc’h eus-c’hwi eac’h [1], Madam, a serriñ un arum
Hag a strakiñ ho sae get ar glizh pe ar brum ?

O, pezh un abit brav ho’eus-c’hwi gwisket hiniv !
Ar velouz ar finañ ne dosta ket d’ho liv ;
Lârit din, me ho ped, men ’mañ ar c’hemener
En deus troc’het e’idoc’h ur gwiskamant ker kaer ?

Mard eo ker brav ho pouezh èl m’emañ ho mantell,
Mard eo ker kaer ho kan evel ho tivaskell,
C’hwi zo er vro a-bezh a-dra-sur ar Rouanez
A holl ar pichoned am eus gwelet james !"

Neuze, Madam ar Vran, evit diskoiñ he bouezh,
A zigor bras he beg... a laosk he zamm da gouezh !
Kentizh, ar fin treisour a sailh, a bred get joe
Hep lâret na « Mersi » na « Benedesite » !

Goude eñ lâr d’ar Vran en ur lipat e veg :
« E gwirionez, komer, ho tamm krampouezh ’zo c’hwek ! »
Neuze ar Vran mezhus, mes diwezhat a doui
Penaos louarn erbet n’he atrapo ket mui !

En ur darzhiñ he dent : "An diaoul ag an ifern
Az lakay da skosiñ, o milliget louern ! [2]..."
Setu profit ar son : edan komz ur meulour,
Àr ho koust, lies-mat, c’hwi ’gavo un treisour.

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2016

PNG - 107 ko

[1eac’h  : euzh, amañ evit « aon ».

[2louern  : louarn, luhern er skrid a-orin, a glot get « ifern ».

DeiziataerTous les événements

Navigation