2016 - Kronikenn 1/9 - Ar Verionenn hag ar Grilhig

Ar blez-mañ, evit Sizhunvezh ar Brezhoneg, e vo kinniget deoc’h un nebeud fablennoù troet e brezhoneg diàr re Jean de La Fontaine, alias « Yann ar Fetan » evit ar vrezhonegerion. Eñ eo kredapl a zo bet troet ar muiañ e brezhoneg. Oc’hpenn 1 200 troidigezh ag e fablennoù am eus kavet. Amañ ne vo lakaet nemet re daet diàr bluenn skrivagnerion a Vro-Gwened. An hani gentañ a vo « La Cigale et la Fourmi », fablenn 1 al levr I, diàr an daouzek levr skrivet get La Fontaine. Fablenn a vez lâret, peotramant c’hoazh litorienn  : èl-se e veze skrivet e-barzh Dihunamb.
Meur a zoare brezhonek a zo d’ar litorienn-mañ, an hani dibabet hiriv a oa bet troet get « Pen-Ouignon », an Aotrou Louis Le Cam (Plouharnel 1885 – Branderion 1948).
« Pennoù Ognon », « Botoù-koad », « Paourerion » : setu al lesanvioù dastumet get Dihunamb da dud Plouharnel. An aotrou Le Cam, beleg, bet person en enez Houad hag e Branderion, en doa dibabet an hani kentañ. Alies a-walc’h ne veze kavet nemet an div lizherenn « P.O » (Pen-Ouignon) doc’h diaz e bennadoù.
Kenlabourat a raas pell get Dihunamb, betek ar blez 1938 : pennadoù, sonennoù, gwerzennoù. Er litoriennoù en doa troet evit Dihunamb e weler splann peseurt tad-brezhonegour [1] e oa.
Diàr e benn e lâre Loeiz Herrieu :
« Hor mignon mat, an aotrou ar C’hamm, kure Sant-Kristol, a zo ur mad àr ar brezhoneg. Lies-mat hag a-c’houde gwerso e kas da Zihunamb labourioù ag ar re c’hwekañ. »
Kure e oa bet Louis Le Cam e Sant-Kristol en Oriant e-pad dek vlez ha d’ar mare-se en doa skrivet ul levr e galleg diàr-benn buhez Sant Moris. Siwazh n’en deus biskoazh savet levr ebet e brezhoneg.
Kensort e oa get Bleimor. Er brezel bras e oant bet o-daou. Doc’h ma’m eus klevet lâret emañ bet bras, e pad pell, en e gornad, brud an aotrou Le Cam èl haroz ar brezel pevarzek.
Ur varzhoneg, en eñvor d’e vignon Kalloc’h, a voe lakaet àr niverenn 118 Dihunamb !, e miz Genver 1921 : « Bezomp soñj a Vleimor », ma kont enni marv barzh Groe, setu un darn anezhi :

Koulzioù Pask em gavemp en amzer-se hon-daou
E kostez Saint-Quentin er c’hentañ linennoù.
Du-hont e Breizh-Izel klec’hier Pask a sone
En tourioù dantelet glac’har ha levenez,
Anken vras ha glac’har e’it ar gaezh soudarded
Kouezhet àr an dachenn, yaouank-flamm diskaret ;
Konfort hag esperañs e’it un deiz da zonet,
E’it un amzer nevez er bed renevezet.
Allas ! paourkaezh Bleimor, unan a’nomp hon-daou
Ne oa dele dezhañ klevet mui o bouezhioù.
Ha [2] liñseliet hon eus tost d’al linennoù-tan,
E-tal fozell-difenn al linennoù kentañ,
Adal d’an anemized reve ta c’houlenn
E’it bout èl ta dadoù kalonek penn-dre-benn.

Marc’heg ar Strollad-a-Enor e oa, ofiser an Akademiezh ha testeniet get ar Saveteerien Vreton, a lâr deomp Lukian Raoul en e oberenn « Geriadur ar Skrivagnerien ». Mervel a raas en e dri blez ha tri-ugent, e penn ur vuhez laniet mat.
A-zivout e litoriennoù e c’heller lâret emaint pennoberoù bihan, na bout e oa techet, èl Etienne Le Strat, ur fablennour arall, da boueziñ un tammig re àr ar gentel.

AR VERIONENN HAG AR GRILHIG

(Dihunamb ! 140, C’hwevrer 1923, p.214-215 - Pen Ouignon)

Ur grilhig ag an disoursiañ
A-fed an amzer da zonet
N’en doa soñjet e-pad an hañv
Met a ganiñ er parkoù ed.
Èl-se g’e gerentaj e oa bet desavet
Ha skol vat an armerzh biskoazh n’en doa hentet.
Kent pell e arruas getañ ar gwallamzer
Kouezh a raas en un taol er brasañ diover [3]
Hag e chañjas penn
D’e sonenn.
Klozet en e doull, divaltret [4] e zaoulagad,
Kaer en doa sellet ne wele ket é tostaat
Tamm preñv erbet na tamm kelion
Evit lakaat àr e galon...
Eñ en doa e’it amezegez
Ur verionenn armerzhourez
Hag he doa dastumet pervezh e-pad an hañv
Bevañs ha magadur trawalc’h e’it ar gouiañv,
Lan he zi ha lan he suler [5]
Evit tremen ar fallamzer ;
Traouigoù mat, traouigoù c’hwek e’it ar Sul, ar pemdez ;
En he raok, he mamm avizet er grae ivez.
Ar grilhig a selle lies
Doc’h ti e amiez.
Teurel ’rae selloù hir, ankenus,
Dassoniñ ’rae e greiz get soñjoù glac’harus.
Astenn a rae e c’houg get ar brasañ avi
En etretant e chome e ziabarzh goulli.
Monet betek an nor, goulenn an aluzon
A-werso e soñje, ne grede anezhañ.
Hed an hañv, tre ma kane
Gwelet a rae mat bemdez,
Savet a-vintin-mat ha diwezhat da noz
Ar gaezh merionenn é hersal hep repoz,
Ec’h ober doc’h he eost, é serriñ he blezad
Hep koll he amzer é son hag é c’hwitellat.
Un deiz neoazh, ur Sul, ma wane e galon,
Ma kleve en e greiz « klec’hier Naoned » é son, [6]
Ar grilhig a lakaas e saeig du propañ
E’it monet da gavout e amezeg tostañ.
An Intron pinvidik, serret kloz en he zi
’Lakae rañj en he zraoù, dilhad tomm àrnezhi.
« Pa blijahe genoc’h, Intron karantezus, »
A lâras ar grilhig get ur vouezh truezus,
Ha get e gof goulle... "reiñ din un dister-dra,
Ur louzaouenn bennak, un tamm minvig-bara
E’it parraat azoc’hin a vervel get an naon
Sur, àr ma c’housiañs, me ’roay deoc’h kant e’it unan."
Ar Verionenn, kalz a fallblegoù n’he deus ket,
Un tammig start àr an distag ne lâran ket.
An hani en deus poan é tastum e vadoù
A sell marse re dost da biv reiñ ag e draoù.
Marse ivez ar grilhig en doa fallgouchet,
Un deiz bennak arall ’vehe bet resevet.
"Petra raec’h-c’hwi, Aotrou, pa oa kaer an amzer ?
Pep unan a zele beviñ diàr e vicher.« A lâras an Intron, ur grizenn en he zal. »Graet em eus ma micher,« ’reskondas an arall, »Doue en deus man graet evit son ha c’hwitellat
Hag e-pad holl an hañv, resped deoc’h, Intron vat,
C’hwitellet ha sonet em eus ar gwellañ
D’an holl, deoc’h-c’hwi ivez, get ma zammig poz-kan.
Ma zud em raok er grae ivez
Ha den erbet n’o zamalle.« … »Kendalc’hit, ma c’haezh paotr, ha kerzhit bet ar penn
Evit laniñ ho kof n’hoc’h eus mui met breskenn."
…Hag ar paour-kaezh loenig, moan-bras e gof getañ
A yaas en-dro d’e doull èl m’e oa daet... kouion [7].
***
Labourit, ma zud vat, e-pad mand eo an hañv
E’it beviñ en ho aez a pa zay ar gouiañv.
E-pad ho yaouankiz, armerzhit tudigoù
Hag arru àr an oad c’hwi ’gavo ho madoù ;
Ha daousto d’ho labour mar da ar gerteri
Un deiz a ziover ha kouezhel àr ho ti
Digorit ho lagad, hag adpedit ar Sent.
………………………………………..
An dud, hiniv an deiz, a denn bras d’ar merion
Ur pezh argant o deus é c’holoiñ o c’halon...
...Danvez zo en ho sac’h ; azezet doc’h an daol ;
Ma n’hoc’h eus ket netra... Kenderv edan an heol. [8]

Kinniget get Daniel Doujet, Meurzh 2016

JPEG - 78.2 ko

[1un tad-brezhonegour : ur brezhonegour ag an dibab : un tad-kanour : ur c’’hanour ag an dibab.

[2ha : da ; liñseliet hon eus ac’hanout.

[3diover  : diouer, mank, paourentez, kerteri.

[4divaltret  : divarc’het

[5suler  : solier, grignol, graniel

[6klec’hier Naoned : c’hoari-gerioù get « naon » : klec’hier an Naon(-ed), da lâret eo ar c’hof naoniek é trouzal.

[7kouion : lent, abaf, hep krediñ lâret netra.

[8Da lâret eo e vec’h degemeret àr an treuzoù, met ne vec’h ket en ti, an doc’h taol !

DeiziataerTous les événements

Navigation