2015 - Kronikenn 5/5 : « D’an treuz-kaer », vraiment de travers !

Un deiz ma oan aet d’er gwelet evit gouiet penn d’un nebeudad troioù-lâret en doa Job Jaffré lâret din :

« C’hwi a ya a-dreuz get ur park, C’hwi ’gemera ur vinojenn evit monet a-dreuz ; met monet d’an treuz a zo monet d’an treuz, d’an trueg. »

Setu gwerso a-c’houde : gozik pemp blez ’zo ha tregont, met dalc’het em eus an enrolladennoù, setu ma c’hellan c’hoazh klevet e vouezh àr ur vandenn é lâret :

« Me’m eus anavet ur paotr èl-se, a lakae an holl da c’hoarzhet, a pa gane ar Marseillaise. Eñ a gane d’an treuz /…/, met eñ ne rae ket espres, ’ne oa ket ’met evit gober èl-se ! Ne oa ket ’walc’h evit lâret ur ganenn mat : n’ae ket d’an ton biskoazh. Eñ a gane treuz, d’an treuz…get ur vouezh treuz ! »

Kanal d’an treuz a dalv enta « chanter faux ». Ha nag a draoù arall a vez d’an treuz :

« Louedenn, anvet èl-se rak ma he doa tachadoù louet ha gwenn, ur brizhard mar karit, a vehe bet ivez ur vuoc’h disi nemet un dra : ur c’horn d’an treuz. Penaos en doa troet ar c’horn-se da vout truek ? Piv a c’hellahe lâret ’met Doue ar buoc’hed ? »

« Ar c’hantig-se a vez c’hoazh kanet en ilizioù àr-lerc’h gousperoù an Hollsent, met nend a ket mui ar re yaouank da ganiñ d’an noz ag an eil kêr d’egile. Gwezharall e vezent degemeret mat da gentañ. Met get a raent lipat du-hont ha du-mañ, en em lakaent da ganiñ d’an treuz ha d’an trueg, pe da huchal ne vern petra. Ar safar a gasent ne blije ket d’an holl. »

« Anav a rit Lanig Kerbeda ? Hama ! Ar paour-kaezh denig-se a vez atav un dra bennak d’an treuz-kaer àr e hent. Un andellad d’un tu, un dihellad d’an tu ’rall ! Èl-se emañ bet hed e amzer. Ar blezad-se e oa aet e yarad evned get ar louarn. »

Razh an troiennoù am eus displeget deoc’h ar sizhun-mañ a c’heller lenn, ha kant arall da heul gete, e-barzh ar rummad levrioù « Etrezomp e Brezhoneg » embannet get Emglev Bro an Oriant.

Kenavo an distro !

Daniel Doujet

DeiziataerTous les événements