2015 - Kronikenn 4/5 : "Klask penn", chercher, se renseigner

Diàr ar ger penn eh eus bet savet kant troienn àrn-ugent e brezhoneg, ha monet a rahe ur bajennad a-bezh ag ar gazetenn-mañ pa faotahe din ober ur renabl anezhe, ne welimp enta nemet un dornadig anezhe, ar re a denn d’ar goulennoù pe d’ar gouied : klask penn : (se renseigner sur), kavout penn (avoir trouvé ce qu’on cherchait), gouiet penn (savoir des choses sur, être compétent). goulenn penn (s’enquérir d’une chose dont on n’est pas très sur), klevet penn (apprendre des choses en écoutant).

"Klasket em eus penn d’an Indianed Navajo àr internet."

"Hama, ar vestrez, peogwir eh oc’h é klask penn, eh an da zispleg : tuchant ne oa ket chistr a oa er voutailh, met ur bannac’h gwinegr !"

"Dre-forzh klask el levrioù em eus kavet penn da vuhez Red Cloud."

"Ne servij da netra goulenn gete : ne ouiont penn da netra ’bet."

"Ar sonennoù-se o deus diskoet splann o doa tud ar vro-mañ soñj ag ar Markiz, hag ur soñj mat. Ar re o deus skrivet meur a levr diàr-benn an afer-mañ ne ouient ket penn da gement-se na da santimant ar bobl."

"Sant Mogenog a zo lakaet èl unan ag an ugent pe tregont mab en dehe bet ar roue Konan Meriadeg. Hani n’en deus gouiet penn-mat d’ar roue-mañ."

"Goulenn a rin penn d’an dra-se get Emil : hennezh a ouia ur bochad traoù."

"Hani n’en dehe kredet mankiñ d’ur paour, get an aon ma tennahe gwalleur àr an tiad. Neuze, gete, e veze klevet penn d’an doareioù.

Ha setu, evit distag, un droienn arall àr an holl :

"Petra a zo get ar yer-mañ hiniv ? Daet int da vout foll pechañs ! Ur meni-kleñved bennak a zo kouezhet àrnezhe marse !" Met get ar vlaz lagout a save ag ar gludell e oa bet daet dezhi fonnapl penn d’an doare."

Setu aze troiennoù skañv hag aes gober gete, daet ag ur brezhoneg a zo aet un tammig da goll marse, met setu, ur wezh desket pe addesket get an dud o do marse ur vuhez nevez !

A-benn arc’hoazh !

Daniel Doujet

DeiziataerTous les événements

Navigation