2015 - Kronikenn 3/5 : « Gozik er-walc’h », presque, pour ainsi dire

« Gozik » a vez klevet plaen àr ar pemdez e Bro-Gwened. Daet eo ag ar stumm « hogozik », diàr ar ger « hogos », hag a ziskouez bout « brezhoneg Sul » hiriv an deiz, rak maez a Vro-Gwened e lâr an dud kentoc’h « tost », ma n’eo ket « kazi, kazimant ».

An droienn gozik er-walc’h n’eo ket ken anavet. An droienn gallek a gavan an dostañ eo « pour ainsi dire ». Setu un nebeud skouerioù tennet a skridoù Etrezomp e Brezhoneg :

« Diskoet e vez deomp bremañ gozik bemdez àr an tele tud é kemer o flijadur àr marezadoù erc’h èl ma vez e kornadoù ar menezioù uhel. Gwiskadoù erc’h a vez dre-se èl na vez ket dre-mañ, ’met ur wezhig en amzer, gozik er-walc’h seul dek pe pemzek vlez. Ar liesañ ne welomp-ni ’met hueenn pe krach-erc’h, buan teuzet, nemet a pa gouezh àrnezhañ un taol riell. »

« Enor a oa bet graet, an deiz-se, da Yann Penntabagal. Soñjit ’ta ! Arru e oa d’an oad a gant vlez ! Un den na veze anavet si erbet dezhañ. Biskoazh n’en doa evet bannac’h chistr, gwin pe lagout ! Ur sant gozik er-walc’h. »

« Nag a draoù kaer a zo bet klevet aze ! Mem ar gallegourion o deus gozik em glevet evit lâret e oa mat reiñ e lec’h d’ar brezhoneg en ur lec’h èl hennezh. Afi ! Enor d’ar Brezhoneg… evit ur wezh ! Gozik er-walc’h e oa bet ankouaet ar pec’hed tamallet d’an daou baotr yaouank. Petra o doa graet ? Lâret e veze o dize mastrouilhet skritelloù evit merchiñ àrnezhe brezhoneg e-lec’h galleg. Pec’hed bihan ! Un amzer a zo bet ma vehe bet komzet a bec’hed marvel. »

Gozik din bout ankouaet lâret deoc’h e raer ivez get an droienn « gozik da » e frazennoù sort-mañ :

« Gozik dezhañ bout aet er fozell get ar barrad grezilh a oa bet. »

« An deiz-se e oa bet gozik deomp bout gounidet er Loto ! »

« Pa oa bet savet an departamantoù e oa bet gozik da barrez Gwidel bout lakaet e Penn-ar-Bed. »

A-benn arc’hoazh ! Gozik sur…

Daniel Doujet

DeiziataerTous les événements