2015 - Kronikenn 2/5 : « Pemp ha pe’ar », cinq et quatre, mais pas seulement !

Marse ho peus klevet lâret :« Daomp atav, Pemp ha pe’ar ’ra nav. » Ober rimoù sort-mañ a blij kalz d’ar vrezhonegerion. Skrivet e vez « pevar » er geriadurioù, met distaget e meur a vod, un dra bennak èl « pwar » pe « pe’ar » en hor c’hornad-ni, en ur silabenn, hag en troioù a ginnigan deoc’h e ranker ober èl-se, evit ma chomo kempouez get ar chifr kentañ « pemp ».

Implijet e vez evit « kaozeal a bep sort traoù » :

« Un nebeudig tud a oa aze, hag èl bepred en deus em lakaet Yann da gontiñ pemp ha pe’ar dezhe. »

« Pedet eo an daou zen d’an ti. Daet komz neuze ag an dra-hont hag ag an dra-mañ, ha pemp ha pe’ar, ha pemp ha pe’ar, èl ma vez get tud beget mat. »

Àr don ur c’hantig e veze klevet ivez ar c’homzoù farsus-mañ, un tammig kailh ivez :

"Ne ouiit ket enta, Maina,

Penaos nend eo ket forzh a dra

Monet da gontiñ pemp ha pe’ar

D’ar bugul-noz edan ar loar ?« Implijet e veze c’hoazh evit diambrez trouz ur benveg : »Eñ da lakaat an holl da zañsal ar gavotenn àr an ton anavet mat du-se : « Pemp ha pe’ar, ha pemp ha pe’ar, ha pemp ha pe’ar ’ra nav… »

« Et patati et patata » a vez lâret èl-se ivez :

« Ne oa ket fin ebet d’e draoù, komz a rae din ag an amzer, ag an avel, ag ar glav ha pemp ha pe’ar ha pemp ha pe’ar »

Pell on bet é klask gouiet penaos e rae ar vrezhonegerion er c’hornadoù ma vez distaget plaen « pevar », rak « pemp ha pevar » n’eo ket forzh brav d’ar skouarn, ha kavet em eus, dre zegouezh, en ur lenn ur pennad savet get Yeun ar Gow : « Sorserezh beleg », e-barzh un niverenn gozh ag ar gazetenn Brud :

« Un doare leurgêr e oa ar pont nevez ha, bep abardaez, e veze kavet warnañ paotred-toull du o fas gant moged an tennoù min /…/. Kaoz vras a veze ganto ha, piv bennak a dreuze ar pont, e kontent pemp ha nav diwar e benn, dreist-holl pa n’o deveze ket anaoudegezh anezhañ. »

A-benn arc’hoazh !

Daniel Doujet

DeiziataerTous les événements