2015 - Kronikenn 1/5 : « Ar muiañ-bras » : l’immense majorité

« Ar muiañ-bras » : l’immense majorité

Ar sizhun-mañ, en arbenn a Sizhun ar Brezhoneg e kinnigin deoc’h un nebeud troioù-lâret, bev c’hoazh e-mesk an dud, met dianav, lod anezhe, d’ar vrezhonegerion « nevez ». Sikour a ray gete reiñ un tammig liv d’o brezhoneg.

Krogomp neuze get « ar muiañ-bras » : setu un droienn na vez ket klevet divat ken, nemet get brezhonegerion a-vihan, ha neoazh ne fehe ket bout kavet aesoc’h na spletusoc’h. Er geriadurioù n’he c’haver ket, din da ouiet. Kavet e vez troiennoù hañvalik, na bout ne dalvont ket tre-ha-tre ar memestra : ar braz ag an dud, ar muiañ-niver, an darn vuiañ eus an dud…a dalv « le plus grand nombre, la majorité », met ar muiañ-bras a zo kentoc’h « l’immense majorité ». Un arliv a-bouez a zo aze hag a zo da vout dalc’het.

Kavet e veze liezik dindan pluenn Job Jaffré. Setu un nebeud skouerioù :

« Komzet a zo bet deomp an noz arall en Oriant a stad hon Bro en achumant ag ar XVvet kantved. Tro ar c’hantved-se e oa ar Vretoned ar strewetañ dre morioù Kornog. Oc’hpenn tri mil lestr o doa ec’h ober koñvers hag e porzhoù èl Dieppe pe Bourdel ar muiañ-bras ag ar lestri a veze gwelet edan banniel Breizh. »

« Ur pemp kant bennak a dud, yaouank ar muiañ-bras, en deus em gavet aze, evit selaou meur a bredeg hag ivez evit selaou kanerion èl Youenn Gwernig ha Glenmor. »

« Gwezharall, hag e meur a lec’h c’hoazh hiriv an deiz, e veze klevet lâret ag un den bennak : »Prenet en deus Job un tok nevez« . Ha gwir e oa. An den a roe èl-se d’anavout e oa ganet unan bihan, paotr pe plac’h, en e di. Bremañ emañ kollet an akustumañs rak an dud a ya didok-kaer, ar muiañ-bras anezhe. »

« Bremañ e vez graet tier hep cheminal. Kaout un oaled get ur gaouad tan koad a zo ur bourraplted klasket kentoc’h get ar binarded. Ar muiañ-bras ag an dud a gav tommijenn bremañ gras d’an eoul-douar, d’ar gaz pe d’an tredan. Aesoc’h ha dijaploc’h… »

A-benn arc’hoazh !

Daniel Doujet

DeiziataerTous les événements

Navigation